Labourat a ran evit ar stirad skinwel "Istorioù Breizh" sevenet gant Luc David, produet gant Pois Chiche Films / Frañs3 hag a vo skignet war Frañs 3.
Emaomp o vont da filmañ en-dro etre fin miz Ebrel ha fin miz Mae un tamm pep lec'h e Breizh hag emaomp o klask aktourien a vefe brezhonegerien. Setu 'm eus sonjet e vefe marteze tud dedennet en ho skipailh pe tud all a anavezoc'h. A bep seurt 'roll a zo (etre 20 ha 70 bloazh). Ar peurliesan a vo evit 2 pe 3 devezh filmañ.
Evit ar re dedennet, ret kas deomp fotoioù (naturel kentoc'h, ur poltred dremm hag ur poltred penn-kil-ha-troad) gant chomlec'h, niverenn pellgomz, oad, ment hag ul lizher emginnig. Ar buanañ a vo ar gwellañ. Ur c'hasting a vo aozet penn kentañ miz Ebrel. Ma vefe tu deoc'h da dreuzkas ar c'hemennad-mañ d'ho rouedad, vefe dispar evidomp
Postel : castingbzh at yahoo.fr