Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Annonce -
Emañ Emglev Bro an Oriant o klask war lec'h ur buhezour(rez)

Kinnig labour en Oriant

bretonne Université Populaire pour association Emglev Bro an Oriant le 31/08/17 15:06

Kefredi

Dindan pennadurezh atebeg ar gevredigezh emañ karget ar buhezour a ziorrennadur yezh ha sevenadur Breizh e metoù skol ha troskol hag trema an holl e Bro an Oriant.

Oberezhioù pennañ

Kinnig hag aoziñ oberoù pedagogel evit ar skolioù (diyezhek pe pas), kêrioù ha kevredigezhioù evit kizidikaat doc’h yezh ha doc’h sevenadur Breizh : c’hoarioù, tañvat ar yezh, dañs, muzik, binvioù, kan, c’hoariva, sinema, etc;

Kinnig hag aoziñ oberoù evit an oadourion;

Kemer perzh e aozadur an darvoudoù lusket get ar gevredigezh e-pad ar vloaz : standoù, c’hoariva, sonadegoù, abadennoù, etc;

Hizivaat diazoù roadennoù ha darempredoù (kevelerion, kelennerion, skolioù);

Rentiñ kont ag an oberioù kaset (darempred, priziadur ar gevelerion, koust).

Barregezhioù pennañ

Brezhoneg dre gomz ha dre skrid : displeg fraezh ha flour; Buhezadur ar strolladoù.

Endro micherel

Bro an Oriant / 35e ( pe da welet asambl), KThf heuliet get KDhf. Implij amzer azasadus reve redioù dibarek an implij (euriadoù nozvezh pe dibenn-sizhun).

Diplom ha skiant-prenet goulennet

Bac +2 / DABU ;

Gouiziegezh metoù ar skol ha troskol ;

Skiant-prenet èl buhezour / Dañsoù Breizh / Gouiet kanal; Stummadurioù posubl.

Evit gouzout muioc'h pe kas ho respond:

Emglev Bro an Oriant

12 straed Colbert

56100 An Oriant

02 97 21 37 05

le.merdy [at] yahoo.fr

mailbox
L'auteur a décidé de ne pas autoriser les commentaires pour cet article.