Strollad C'hoariva a Langedig "C'hoarivari" en deus achuet skriviñ ur pezh-c'hoari nevez ; ni zo o klask ur plac'h, a gomz gwenedeg, a vehe e-barzh ar pezh, mamm ur grennardez

Strollad C'hoariva a Langedig "C'hoarivari" en deus achuet skriviñ ur pezh-c'hoari nevez ; ni zo o klask ur plac'h, a gomz gwenedeg, a vehe e-barzh ar pezh, mamm ur grennardez pe ur grennardez (hervez an oad…)

Lec'h evit pleustriñ: Langedig.

Tud a youl vat nemetken.

Respont da renner.harry@wanadoo.fr pe boulle.armelle@wanadoo.fr

Strollad C’Hoarivari zo ur lodenn hag ar gevredigezh Eveil et Connaissance e Langidig (Bro Gwened). Savet e oa bet e 1994. Hon palioù zo : - Kas a-raok ar brezhoneg dre ar c’hoariva - Sevel arvestoù a c’hell bout komprenet get brezhonegourion ar vro - Kas dañvez d’ar c’hevredigezhioù a ra àr dro hon sevenadur