Lidet eo bet war un ton bras dek bloavezh skol bublik divyezhek Eliant (pe Elian) disadorn.

Ma ne ouioc’h ket pelec’h emañ Eliant (Elliant e galleg, Elian hervez tud ar vro?), kit war lec’hienn ar gumun https://www.elliant.bzh . Divyezhek eo anvioù ar rubrikennoù : e galleg hag e brezhoneg ivez. Brav, n’eo ket ’ta ! E-kreizig « ar vro velenik » emaomp, ma vez « ar Veleneged » o vevañ enni. Ur bagad a vrud vat, anvet « bagad bro Melenig » https://www.bagadbromelenig.com/agenda, zo er vro-mañ. Tost da Gemper emaomp, da lâret eo e Kerne Izel eta.

Jean-Luc Roudaut ha Noah.

Hiriv emaer o lidañ dekvet deiz-ha-bloaz ar c’helenn e brezhoneg (evit an hanter eus ar c’helenn) er skol gentañ derez, deuet da vezañ ur skol divyezhek, eveljust. Evit lidañ an darvoud-se en un doare dereat eo bet pedet ar c’hanour Jean-Luc Roudaut https://www.jeanluc-roudaut.fr, e sal ar Sportoù, braz a-walc’h evit degemer kalzig a dud. Brudet eo al Leonad https://br.wikipedia.org/wiki/Jean-Luc_Roudaut e bed ar vugale abaoe pell, e Breizh a-bezh. Paz eo erruet an oad, ez eo e galon ken birvidik ha biskoazh ma z eo un dudi ouzh e selaou koulz hag e welout, doujus hag en e vleud gant ar vugale vihan, war al leurenn.

Ar vugale war al leurenn.

Ar vugale just a-walc’h, zo oc’h en em staliañ war al leurenn, an eil rummad war-lerc’h egile, paotredigoù ha merc’hedigoù, skoaz ouzh skoaz… Pep klasad en do e vomed a blijadur, o kanañ a-bouez-penn, e-barzh ar mikroioù, dirak an tadoù ha mammoù… … Soñjit ‘ta ! Pebezh avantur ha pebezh lorc’h ! Fromus eo. Plijus ha lusket brav eo pep tra. Brav ha micherel eo ar binviji muzik implijet er familh Roudaut. Ur gitar-sec’h evit an tad. Ur bitrak drol a-walc’h anvet an « handpan » hag ur gitar-tredan evit ar mab (Noah https://fr.ulule.com/tourtan-handpan/ ) hag a zo en e vleud ivez ken ez eo deuet din ar soñj oa eñ ar mestr-skol amañ!

Dav eo din ivez menegiñ teknikour ar son, a zo e vizied o redek eus an eil nozelenn dredan d’eben war un daolenn deknikel kevrinus a-walc’h, me lâr deoc’h !... Hag an holl o deus roet an dorn evit sevel an abadenn-mañ : ar gerent hag all…

Kanaouennoù skrivet evit ha gant ar vugale.

Simpl eo ar pozioù, skrivet gant ar vugale o-unan. Ur mennozh mat, hag ur gwir raktres evit ar skolidi. N’it ket da vezañ souezhet pa vez anv eus traoùigoù eus ar vuhez pemdeziek er skol ! Barzhoniezh ha fent zo ivez. Hag evit ar re vihanañ, sikouret int gant rikoù-kartoñs : koumoul brav rubanoù livet ha ledan a-istribilh dindane da ziskouez ar glav ! Marvailhus ! Eus an dibab, ne gav ket deoc’h ?

Ar skolidi zivyezhek koulz hag ar re unyezhek.

Dav eo gouzout un dra gaer ivez. Bez ez eus bugale unyezhek (da lâret eo gallegerien hepken) war al leurenn. War o goulenn eo ez eo bet divizet an dra-se. Mod-se ne vo gwallziforc’h ebet er gumun. Laouen e vo an holl. Rak-se ivez ez eus bet kompozet ur c’han dezhañ pozioù e galleg, an diskan o vezañ e brezhoneg.

Pozioù. Teir skouerenn.

Taolomp ur sell bremañ ouzh ar pozioù. A-drugarez d’an Intron Roudaut ez eo posubl kinnig anezhe deoc’h. Da skwer :

Ne ya ket mat ganit ! (GS/CP/CE1 divyezhek)

Digoret ‘m eus dor ar c’hlas

Pep hini war-sav war an taolioù

« Perak ’ta ? Perak ’ta ?

Ne ya ket mat ganit ! »

Azezet ‘m eus (1) war ar bankoù

Kouezhet on war ma feskennoù

« Perak 'ta ? Perak ’ta ?

Ne ya ket mat ganit ! »

Kopiañ kentelioù er c’haieroù

Siwazh ‘m eus ket kavet ar c’hreionoù

« Perak ’ta ? Perak ’ta ?

Ne ya ket mat ganit ! »

C’hoant am boa da skrivañ lizherennoù

Faziet ‘m eus, treset ‘m eus sifroù !

« Perak ’ta ? Perak ’ta ?

Ne ya ket mat ganit ! »

(1) « Notenn gant M.K. : Azezet on / azezet em eus ur bugel … Taolet em eus ma fouez (ma revr, met n’eo ket dereat) »

An devezh skol (GS/CP/CE1 divyezhek et CP/CE1 unyezhek)

« Setu an devezh skol

Adkavet ‘vez an holl »

Kavet ar vignoned

Ba’ c’hantin vez debret

Ba’ c’hlas vez labouret

« Setu an devezh skol

Adkavet ‘vez an holl »

A l’école tous les jours on grandit

On compte, on lit, on écrit

Pas toujours facile de se concentrer

Mais quel bonheur de progresser

« Setu an devezh skol

Adkavet ‘vez an holl »

Komzet ‘vez galleg

Hag ivez brezhoneg

C’hoariet ‘vez er-maez

Plijadur war ar porzh

« Echu an devezh skol

A-benn warc’hoazh d’an holl ! »

1,2,3 (Un, daou, tri)

« 1,2,3 (Un, daou, tri) »

Deomp da skol Elian

« 1,2,3 (Un, daou, tri) »

Skol ar vugale vihan

« 4,5,6 (pevar, pemp, c’hwec’h) »

O rinklañ war an erc’h

« 4,5,6 (pevar, pemp, c’hwec’h) »

O rinklañ war an erc’h

Gant pozioù seurt-se, ijinet evit ar re vihanañ, ez eo sur e vo gouestl ar vugaligoù (brezhonegerien pe gallegerien hepken) da zistagañ splann al lizherenn « « c skrap h »», ken brav ma z eo hi d’hon divskouarn, o buhez pad.

Ur bladenn-arc’hant raktreset

Da heul an darvoud-mañ e vo embannet ur bladenn-arc’hant an holl kanaouennoù warni, tro-dro da viz Mezheven o tont. Neuze, ma vezoc’h dedennet gant-se e c’hellit he rakprenañ (mont e darempred gant skol bublik Elian pe gant Jean-Luc Roudaut).

Evit echuiñ hag evit reiñ kalon d’ar vugale e voe kinniget dezhe un tamm adverenn ! Menam-menam ! D’an dud gour e voe posubl kaout ur grampouezhenn pe lonkañ ur banne eus ar vro. Ale, gouel vat d’an holl !

Gerioù

. Bro Melenig e brezhoneg flour : ar vro velenik. Le pays Melenig (distagañ « ik » ar silabenn ziwezhat). Melen, diwar liv ar gwiskamantoù en naontekvet kantved. Ur c’hornig-vro all, nepell diouzh amañ, zo brudet ivez dre liv e wiskamantoù : ar vro glazik, an hini eo. N’it ket da gemmeskañ an traoù, hañ !

. nozelenn dredan un bouton (électrique), plac’h eo ar ger e brezhoneg

. rikoù accessoires (geriadur Andreo ar Merser). Rikoù, Reizhoù (geriadur Martial Menard)

. rinklañ riklañ, risklañ

. menam-menam ! pe manam-manam ! Pa vez saourus un dra-bennak ! Miam-miam ! e galleg

« Mersi bras da vMark Kerrain evit adlenn ar pennad-mañ. »

J-L Le Floc'h

Photographe et rédacteur (Bretagne, Cornouaille).