Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Bonaventure
Bonaventure
- Communiqué de presse -
Eleksionoù e-pad ar brezel 39/45 : penaos oa bet dilennet maer tad Louis Monfort
Piv oar e oa 1200 soudard bro Alamagn deuet 'pad ar brezel da aloubin Skaer ? Ha piv oa maer Skaer d'ar mare-se ?
Fanny Chauffin Par Festival Taol Kurun le 28/06/13 22:25
:
Réalisation :

Piv oar e oa 1200 soudard bro Alamagn deuet pad ar brezel da aloubin Skaer ? Ha piv oa maer Skaer d'ar mare-se ?

Interessant-tre eo komz gant Louis : Chouanted, Alamanted, benn ar fin eo marteze mareoù istorel a zo chomet ar muian ba pennoù an dud.

Skaer, kêr ruz, Skaer gant Chouanted ha tud a zo bet mut pa oa bet afer an aotrou Perrot. Diaes ha poanius a c'hell bezan an istor. Met gant Louis e teu da vezan sklaer ha bev istor ar vro.

Lennet en deus kalz, aet eo da welout istorourien, hag ar fed bezan bet mab maer Skaer e-pad ar brezel en doa lakaet anezhan da gompren ur bern traoù. "Pepinière de socialistes" en doa bet graet e dad e skol Montroulez evit bout skolaer, ha da c'houde, ar mab zo aet da studian e skol sant Alan Skaer o teskin istor ar Chouanted pa veze lennet e galleg e-pad predoù ar skolidi.

An amzer a dro, hag ar bolitikerez a chench liv alies. Tu dezhou, tu kleiz, tud a-enep ar relijion, tud lik, tud digor, tud...

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons