Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Enquete -
Ekomirdi ar Menezioù Are en arvar
Ken kozh ha ken brudet eo an “Ti Korneg” ha “Milinoù Kerouat” ma ne teufe soñj da zen e c'hellfent bezañ dilezet. Brudet eo an Ti Korneg e Sant-Riwall ha
Gwenael Dage pour Ya ! le 9/09/10 17:36

Ken kozh ha ken brudet eo an “Ti Korneg” ha “Milinoù Kerouat” ma ne teufe soñj da zen e c'hellfent bezañ dilezet.

Brudet eo an Ti Korneg e Sant-Riwall ha milinoù Kerouat, e Kommanna, evit bezañ testoù eus an amzer gozh. E 1702 e lakaas Yvon Korneg sevel e di. E 1610 hag e 1812 e voe savet ar milinoù, e Kerouat, war ar stêr Stain. Met bep an tammig e oa aet ar vuhez kuit ha dilezet e oa bet ar pourpajoù betek ma vefent prenet gant an departamant, e 1968 hag e 1972, ha fiziet e Park an Arvorig a-raok bezañ meret a-benn ar fin gant ar gevredigezh “Les Amis de l'Ecomusée”. E fin ar c'hantved diwezhañ e konted, en holl, war-dro 40 000 gweladenner ar bloaz. Hiziv an deiz ne vez mui nemet an hanter ha n'eo ket mui ar gevredigezh evit asuriñ gopr ar 5 implijad. Un dle a 22 600 € a zo war he c'hont. Ur c'holl bras e vefe evit ar vro ma vefe diframmet avat.

Dizemglev

E-pad an hañv eo bet krouet ar strollad Kerouat-Korneg gant ar soñj stourm evit derc'hel bev ar binvioù sevenadurel-se. Emvodoù, sinadegoù zo bet aozet. Ha zoken ur pik-nik, disul diwezhañ, ouzh lusk sonerezh “Re an Are”. Hiziv an deiz e konter betek 400 den a-du gant ar stourm hag e klever alies ar memes arguzennoù. “Graet he deus ar gevredigezh he labour  –  degemer an dud  – met n'eo ket bet skoazellet gant ar PNRA.” Hag Yves-Claude Guillou, maer Sant-Riwall ha bes-prezidant ar PNRA da respont : “N'eo ket d'ar PNRA da verañ ar savadurioù. Da sikour ar verourien en o labour brudañ ha buheziñ, ne lâran ket.” Dizemglev a zo c'hoazh pa ouzer e vez renevezet an daou lec'h er mare-mañ. “Da betra dispign 480 000 € pa vez skarzhet an dud ?” a c'houlenn Herve Kere eus Sant-Riwall.

Ober buan

Ken grevus ha mallus eo an traoù ma oa bet dalc'het un emvod, d'al Lun 6 a viz Gwengolo e ti an departamant, ma oa en dolpet an dud e karg eus an doser er Rannvro hag en Departamant tro-dro da zDaniel Creoff, prezidant ar PNRA, da vaered an div gumun, Marie-Thérèse Lancien evit Kommanna ha Yves-Claude Guillou evit Sant-Riwall. Eus e du e embanne ar C'huzul-Meur ne c'helle ket ober muioc'h eget ar pezh a ra dija, da lâret eo grataat 120 000 € ar bloaz d'ar gevredigezh. Evit dileuridi ar c'humunioù “ne c'heller ket ijinañ koll seurt teñzorioù”. En em glevet int eta evit lâret e ranko an holl strollegezhioù, hag ivez an dud war o anv, izili ar gevredigezh “Amis de l'Ecomusée”, kemer perzh en dispignoù.

Birvilh a zo da gaout er Menez Are. D'ar Meurzh 7 e oa lakaet emvod e Sant-Riwall gant an dilennidi. D'ar Yaou 9, unan all gant ar strollegezhioù evit sevel ur steuñv-merañ. A-benn miz e ranko an diskoulm bezañ kavet.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons