Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Evenement -
Eil “Taol-Lañs” ha “Gouel ar Brezhoneg”
Diwanet (kevredigezh Skolidi kozh Diwan) ha Dazont ar Brezhoneg (Aozadur Devezh ar Brezhoneg) a zo laouen d'ho pediñ da zont 'ba Karaez d'ar Gwener 30 ha d'ar Sadorn 31 a viz Mae war dachenn Kerampuilh evit an eil "Taol-Lañs" ha "Gouel ar Brezhoneg".
Tristan Le Nedellec pour Diwanet le 15/05/08 10:40

Diwanet (kevredigezh Skolidi kozh Diwan) ha Dazont ar Brezhoneg (Aozadur Devezh ar Brezhoneg) a zo laouen d' ho pediñ da zont 'ba Karaez d'ar Gwener 30 ha d'ar Sadorn 31 a viz Mae war dachenn Kerampuilh evit an eil "Taol-Lañs" ha "Gouel ar Brezhoneg".

Goude berzh bras an "Taol-Lañs" kentañ, ez eo bet diskouezet e oa strolladoù a gane e brezhoneg met o doa poan da vezañ anavezet, padal ez eus ur publik prest d'o selaoù. A-benn sikour da ziorenn strolladoù yaouakizoù donezonet eus Breizh, hon eus bet c'hoant kenderc'hel gant ar gouel plijus-se. Ur mont e-barzh prizh frank zo gant ar gouel : pep hini a baeo ar pezh a c'hell !

D'ar Gwener, adalek 7 e noz : "Taol-lañs", tremplin evit lakaat da zizoleiñ strolladoù a gann e brezhoneg kanaouennoù mod nevez.: an hini a-zaio ar maout gantañ a c'hoario an deiz goude (Sadorn 31) evit Gouel ar Brezhoneg, evit Gouel an Erer Kozh, Gouel ar Rouedoù g Glas e Konk-kerne, Pan celtik Festival en Iwerzon ha Gouel Taol-Kurun !!!! 12 strollad a vo : Egin (eus Plomeur), Fast-Noise Trade (Camors), Francis Jackson Project (Kawan), Gouez (Coueron), Katellig (Roazhon), Langoêt Kaou (Roazhon), Prim (Naoned), Roc'h Traez (Bannaleg), Rock 'n Diroll (Merlevenez), Sharamaka (Kemper), Tomaz ar Volg ha Mignoned (Bruxelles) .

D'ar sadorn : Gouel ar Brezhoneg : Pred meskl + fest deiz + fet noz lidañ pladenn nevez Startijen gant Startijenn, Plantec, Dièse3...

Titouroù :

Pelec'h ? Karaez-Kerampuilh

Pegement ? Priz frank

Kousket ? Kamping

Debriñ : Boued a vo (boeson ivez)

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons