Nidiad niv 2. Tresadenn ar golo gant Antoine Piers.
Nidiad niv 2. Tresadenn ar golo gant Antoine Piers.

Eil niverenn Nidiad zo deuet e gouloù ! Evel en niverenn gent e vo tu da gavout testennoù lennegel ha studiadennoù. Ar c'hemm bras a sell ouzh neuz ar gelaouenn, a zo bet moulet ar wech-mañ e ti ur mouler arbennik

Kevarc'h, Eil niverenn Nidiad zo deuet e gouloù ! Evel en niverenn gent e vo tu da gavout testennoù lennegel ha studiadennoù. Ar c'hemm bras a sell ouzh neuz ar gelaouenn, a zo bet moulet ar wech-mañ e ti ur mouler arbennik. Emañ hon c'helaouenn o kreskiñ, o wellaat, ha n'eo nemet an deroù ! Tu vo da gavout ho kelaouenn muiañ-karet er poentoù gwerzhañ da heul : an Ajañs Sevenadurel CB e Naoned, al levraoueg Gweladenn e Sant-Nazer hag ar CRBC e Brest (Fculté Victor Segalen). En un amzer verroc'h a dri miz hon eus hogos diraezet 100 koumananter. Kendalc'hit d'hon harpañ ! Trugarez c'hoazh d'hon dud o deus hon skoazellet hag hon harpet, hag a-benn nemeur en ho poestoù lizhiri ! Skipailh Nidiad
NIDIAD
Dieubomp ar spered ha dieubet e vo pep tra… Priz reol : 4 €
Koumanant bloaz, Breizh : 13 €
Koumanant bloaz, estrenvro : 14 €
Studierion, dic'hweleion : 12 €
Levraouegoù ha strollezhioù : 17 €.
nidiad.gwe@gmail.com
Documents liés
  • PDF 17926_2 Nidiad
    Nidiad. Ar gelaouenn lennegel nevez e brezhoneg. Teul koumanantiñ.