Ai'ta! zo ur vandennad tud yaouank hag a glask abaoe 2005 kas ar brezhoneg war-raok er vuhez foran. N'eo ket stag Ai'ta! ouzh strollad politikel ebet, difeulz eo ha kinnig a ra ar yezh dre obererezhioù plijus ha dic'hortoz. D'ar sadorn 22 a viz meurzh e vo dalc'het e

Ai'ta! zo ur vandennad tud yaouank hag a glask abaoe 2005 kas ar brezhoneg war-raok er vuhez foran. N'eo ket stag Ai'ta! ouzh strollad politikel ebet, difeulz eo ha kinnig a ra ar yezh dre obererezhioù plijus ha dic'hortoz.

D'ar sadorn 22 a viz meurzh e vo dalc'het e Tonkedeg (e-kichen Lannuon) an eil "Gouel Ai'ta!", gant daou brantad ennañ : c'hoarioù Breizh goude kreistez ha fest-noz diouzh noz.

Adalek 3e30 e vo krog Gouel Ai'ta! gant c'hoarioù Breizh digoust ha digor d'an holl. Aze vo kinniget gouren, c'hoarioù nerzh, kilhoù, boulloù, paledoù, tortis, bazh-yod... ma vo klevet ha gwelet brezhoneg, sur eo ha n'eo ket marteze ! Ha kentelioù brezhoneg d'ar reoù a fello dezhe... tout-se evit plijadur ar re vras kement hag ar re vunut !

Adalek 9e diouzh noz e vo dalc'het ar fest-noz gant un torkad kanerien ha sonerien deus Bro-Dreger. 5€ e kousto a-benn mont e-barzh.

Ai\'ta ! Bro Dreger

Le collectif Ai\'ta ! (allez !) créé en 2005 s\'est donné pour objectif de rendre plus visible la langue bretonne au quotidien. <br>Ai\'ta! ne dépend d\'aucun parti politique, est non-violent et met en place des actions spectaculaires dans un esprit positif et dynamique. En savoir plus