150 vues

Strollad Piba ne baouez ket da dreiñ er vro e miz Meurzh

A-boan echuet da grouiñ "Al liorzhour"e Kemper, goude ur staj margodennoù gant ur margodenner bro Laos, setu strollad Piba o kinnig ar pezh c'hoari "Eden Bouyabes" war leurenn Glenmor Karaez, leurenniet brav, sonerezh dispar, (ha mouezh Loeiza Beauvir o kanañ gant skipailh sonerien Fred Boudineau, ... un dudi !)

Istor ur c'hamp repuidi, gant mizer ar bed ha tud didruez, digalonekaet, fallgalonet ? N'eo ket, sur, pennadoù skrijus a zo, met tenerigezh ha fent a vez kavet ivez en ur pezh c'hoari dic'hortoz hag interessant.

Gant ma vo hentoù nevez digoret aliesoc'h evel-se evit ar c'hoariva e brezhoneg.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....