Benjamin Bouard ('Faot ket din mont d'ar skol) - Mojennoù

Réalisation : Brezhoweb – 912 vues

Benjamin Bouard a gont deomp istor ur paotrig ne faot ket mui dezhañ mont d'ar skol 'blam d'ar re all a ra goap deus outañ...

Echu eo an abadenn Mojennoù goude bout 5 bloaz, 16 kontour ha 43 rann...

Mojennoù a oa un abadenn a-bouez evit lakaat war wel tud ampart war ar yezh a bep kornad eus Breizh…

Mojennoù, kontadennoù hag istorioù... Gant kontourien ar vro.Mojennoù, kontadennoù hag istorioù... Gant kontourien ar vro. photographe

Gant an abadenn-se e veze kenderc’het hengoun ar beilhadegoù peotramant filajoù.

Kavet 'vez 'ba an abadenn-mañ istorioù a bep sort a lak war wel liesseurted ha pinvidigezh hor yezh.

Spi hon eus ho peus bet plijadur etre ar c'hontadennoù hengounel, ar re nevez savet, an istorioù farsus, gant ur gentel da gompren pe get, evit ar re vras kement hag ar re vihan.

Ha setu ar rann ziwezhañ, un istor farsus kement ha drouk, kontet gant Benjamin Bouard !

logo An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.