
150 vues
Goût a rit piv eo Jeremy Rifkin ? Goude prezegenn Sarkozy d'an 30 a viz Meurzh war bolitikerezh nukleel Bro-C'hall, setu-eñ o tisplegañ splann ez eo echu an doare-se da soñjal, ' giz ma oa bet cheñchet Wikipedia, Deezer, ha bremaik energiezh an dud ...
Simpl eo koulskoude : 6% eus an energiezh er bed a vez produet gant an energiezh nukleel, hag a brodu lastez a lakao miliadoù ha miliadoù a vloavezhioù evit bezañ distrujet. Kozh-tre (tregont vloaz) eo ar c'hreizennoù nukleel-se. Ha dañjerus-spontus ivez. Ne c'hello ket Bro-C'hall padout pell gant arguzennoù e brezidant.
Selaouomp an den a ro pemp arguzenn, resis ha sklaer : ar sonerezh karget dre Internet gant krennarded ? Diposupl ? Deuet eo da vezañ un doare ordin hiziv an deiz gant an holl. Wikipedia, ul labour graet en un doare demokratel etre tud ordin, un huñvre ? Graet eo. An energiezh ? Memes tra. Echu eo mare ar hierarkiezh spontus, a-drugarez da Internet e vo ijinet un doare all da vevañ, da skignañ ar c'heleier, da aozañ ar vuhez pemdez.
Echu eo, neuze, amzer an nerzh nukleel ?
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !