Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Bleunv ar wezenn trenk(ailante altissima)
Bleunv ar wezenn trenk(ailante altissima)
- Communiqué de presse -
E Serbi ar bezhin glaz zo ur wezenn
Peseurt liamm 'zo etre ur bourk eus Serbi ar gevret gant Breizh gwechall hag a-vremañ ? Ur gêriadenn serb eo Temska lec'hiet war-dal Bulgari e-barzh ur skrin naturel brav minabl e kreiz
Par Eflamm Korneg pour ABP le 26/08/11 13:02

Peseurt liamm 'zo etre ur bourk eus Serbi ar gevret gant Breizh gwechall hag a-vremañ ?

Ur gêriadenn serb eo Temska lec'hiet war-dal Bulgari e-barzh ur skrin naturel brav minabl e kreiz ar Stara Planina (ar menezioù kozh pe Balkan meur). Ul lec'h a feson anezhañ a-hed ur riner krenv, koadeier glaz meurbet gant jiboez a-leiz enno ha skabeloù tonseg hep o far. Ur c'hanyon dispar a gaver c'hoazh, gant e vein ruz, don hardiz ha kevrinus. E pep lec'h e kaver dour du-hont, lammoù dour a zegadoù a ruilh diwar ar mein greun tra m'emañ ul lenn frank en tu all d'an tosennoù hag a sach yaouankiz ar vro. Kaerroc'h zo, unan eus koshañ manatiez ortodoks er Balkan a gaver e Temska ivez. A-us d'ar bourk ez eus menezioù goloet gant spesadoù rouez en Europa evel bleuñv ar barad pe balafened ral, kezeg gouez, amprevaned iskis purchaset holl gant bed skiantourien broioù ar reter.

Emvastet eo Temska. An dud a vev eno evel a veve ar Vretoned c'hoazh 50 vloaz 'zo. Gwin a reont, rakia - lambig Serbi -, liorzhoù brokus a vez gounezet, fourmaj gavr 'vez produet, kig, pesked dous e kaver ivez er riner ha kement mañ.

Ur baradozig pe dost...

Ar vreuriezh vihan-mañ zo anezhi 1.000 annezad bennaket. Gourdrouzet eo da vat gant meur a gudenn ekologel. Anat eo n'eus ket a vezhin glaz-brein eno, eman ar mor 500 kilometr ac'halen. Koulskoude abaoe un toullad blovezhioù eo deut ur blantenn estren ha pistrius da zirenkañ ar bourk peoc'hus.An ailante altissima-ar wezenn trenk e vefe tu da lared. Homan a zeu buan d'ober ur wezenn pa vez laosket anezhi o kreskiñ. Na brav eo ar wezenn se pa bak 6,7 metr uhellder. ...a zo gwir, brav met danjerus. 'Pezh zo e kresk evel ar raden, disehan ha didruez diwar goust ar plantoù all. Plantañ reuz a ra evel ur gwriad, gouest eo kreskiñ en dour zoken ! Mont a ra war raok dre he gwrizioù en ur ruzan en douar ha dre he bleuñv gant an avel. Kerkent e chom libr da skuilhañ e heug ar bodennoù all hag en em led digabestr. Un danjer eo evit lies ar struj. Pa zegouezh d'ar givri debriñ eus o delioù e vez trenk o laezh, an hini a raer fourmaj diwarnañ. Gounit a ra ar wezenn trenk holl vroioù gevret Europa betek Pariz lec'h e weler anezhi stank war ribl an hentoù houarn.

Inchajet eo Temska. Ar galloud e Beograd ne zaol ket pled diouto. Ur gonsekans eus an dismegans se eo problem bras dibab al loustoni. Betek hen n'eus diskoulm ebet evit dibab ar stronk. Gwashoc'h n'o deus ket tamm lec'h ebet evit o c'has kuit. Daou choazh a chom dezhe, devin al loustoni pe o zeuler plom e dour ar riner. Spontus eo, ne vern an "disoulm" kavet gante. Menuser eo Duler Mihailovic, erru eo skuizh gweled e amezeien teurel ar stronk. Goulenn a ra groñs e vefe kenlabouret gant Europa evit netaat ar riner hag ingalan ar stronk evel zo dleet. Lost an arc'hant n'int ket hit ganto. N'eo ket gwall dra a c'houlenont, ur c'hamion bihan ha 4 pe 5 kontener. Pres zo sur ! E keit ez a tammig ha tammig an dud yaouank o vont da labourat er c'hêrioù. Penaos dilezel ur bourk ken kaer hag en deus kement all a eurusted da rein d'an douristed, hag en deus kement all a berzhioù mat ? Ma teu a benn pennoù bras Temska da ziskouezh splann na bras eo o gallus e chom dezhe spi. Spi ha labour.

Voir aussi :
Bet o tastum troioù lavar e brezhoneg, o kelenn breman istor geografiezh e yezh ar vro, ezel eus kerent ar vugale Diwan e Landerne.
[ Gwelout pennadoù all gant Eflamm Korneg]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons