



Bro gozh ma zadoù a zo kan broadel Breizh. Savet eo bet ar pozioù brezhonek gant Frañsez Jaffrennoù (Taldir) diwar kan broadel Kembre, Hen Wlad fy Nhadau, a oa bet savet gant ar barzh Evan James e 1856 hag e vab James James. Kan broadel Kernev-Veur a zo bet savet war ar memes patrom, Bro Goth Agan Tasow
. Bro gozh ma zadoù a zo kan broadel Breizh.Savet eo bet ar pozioù brezhonek gant Frañsez Jaffrennoù (Taldir) diwar kan broadel Kembre, Hen Wlad fy Nhadau, a oa bet savet gant ar barzh Evan James e 1856 hag e vab James James.
Kan broadel Kernev-Veur a zo bet savet war ar memes patrom, Bro Goth Agan Tasow. http://www.brogozhmazadou.com/www/brogozh/hymne.asp
Savet e Kembre Hervez ar vojenn e vije bet savet an ton gant James James p'edo o pourmen war lez ar stêr Rhondda. P'edo o kanañ an ton d'e dad Evan James, a oa gwiader ha barzh e Pontypridd, e voe savet ar son (ar gerioù) gantañ. Da gentañ e oa anvet Glan Rhondda(lez ar Rhondda). Kanet e voe evit ar wech kentañ e 1856, e miz Genver pe C'Hwevrer, en ur chapel gembreat anvet Capel Tabor, gant ur vaouez anvet Elizabeth John.
Degouezhet e Breizh Savet eo bet ar gerioù brezhonek gant Frañsez Jaffrennoù (1879-1956), a oa er skol e Sant-Brieg, hag a studie brezhoneg gant François Vallée. Embannet e voe en 1898 e-barzh La Résistance de Morlaix. Moulet e voe war follennoù distag ma oa skrivet Henvelidigez Dibabet e oa bet da gan broadel e-kerz Kendalc'h Lesneven an URB e 1903.
Roll an abadennoù :
– Diskouezadegoù d'an 19 betek ar 30 a viz Mae — Ar c'hoñvers mor etre Breizh ha Kembre (CREDIB ), Chapel Sant Fransez, Lesneven ; — Krouidigezh keltiek a-vremañ (Spered Kelt ), Chapel Sant Jozef, Lesneven.
– Abadennoù all :
D'an 19 a viz Mae, devezh Gouel Sant Erwan, – 6 e noz : Digoradur an diskouezadegoù ;
– 8 e 30 : noz Prezegenn : "Ar Vro Gozh, kan broadel… pobl Khasi e Bro India" gant Andrev Bernikot, Chapel Sant Maodez, Lesneven ;
D'an 20 a viz Mae 8 e 30 noz : Prezegenn : "Al liammoù etre Breizh ha Kembre en 19vet kantved" gant Jakez Gaucher, Chapel Sant Maodez, Lesneven ;
D'an 22 a viz Mae – 8 e 30 noz : Kanaouennoù kembraeg ha keltiek, gant Tara MacKannay, Chapel Sant-Maodez, Lesneven ;
D'an 28 a viz Mae – 8 e 30 noz : Sonadeg vras gant bugale skolaj divyezhek Lesneven, Dom Duff ha Nolwenn Korbell, Sal Kerjezequel, Hent Plouider, Lesneven ;
D'an 29 a viz Mae – 11e beure : Abadenn degemer ofisiel liesyezhek, kaset en-dro gant Bagad Bro-Leon ha Lirenn Lesneven, Ti an Douristed e Lesneven ;
– 2 e 30 gm : C'Hoarioù kozh eus Breizh, Sal Vras an Diduamantoù, Lesneven ;
– 3 e gm : Prezegenn : « Istor kan vroadel Kembre » gant Gwyn Griffiths, kazetenner ha skrivagner kembreat, Chapel Sant Maodez, Lesneven ;
– 8 e 30 noz : Sonadeg bras ar Vro Gozh o vodañ betek 220 kaner eus Breizh a-bezh : Kanerien Lesneven, Kanerien Sant Karanteg, Mouezh Bro Landi, Mouezh Paotred Breizh, en iliz Sant Mikael, Lesneven.
D'ar 30 a viz Mae – 11 e : Sonadeg : Kanoù, meulganoù ha kanaouennoù breizhek ha kembraek, Chapel Sant Egarec, Lesneven. http://www.brogozhmazadou.com/www/brogozh/ Gouel ar Bro Gozh. Ha http://www.chorale-cote-des-legendes.com/article-gouel-bro-gozh-ma-zadou-49586553-comments.html : lec'hienn Kanerien Aod ar Mojennoù (Chorale de la Côte des légendes), lod an abadennoù, a ro liammoù davit lec'hiennoù kenrouedad ar Bro Gozh.
skrivet e saozneg gant Gwyn Griffiths diwarbenn Hen Wlad Fy Nhadau ha troet e galleg gant Jacqueline GibsonAussi sur ABP…L'hymne national gallois
Savez-vous qui a écrit les paroles de la chanson la plus célèbre chantée par des chanteurs gallois à la réputation internationale tels que Bryn Terfel, Tom Jones, Cerys Matthews et Shirley Bassey ? Il n'est guère connu pour ses autres oeuvres. En effet seuls quelques rares poèmes de ce poète prolifique ont été publiés de son vivant et même plusieurs décennies après sa mort.
. CREDIB : Kreizenn Enklask ha Skignadur ar Pivelezh Breizhek (Sant-Nazer) : http://credibsantnazer.hautetfort.com/Aussi sur ABP…L'hymne national gallois
Savez-vous qui a écrit les paroles de la chanson la plus célèbre chantée par des chanteurs gallois à la réputation internationale tels que Bryn Terfel, Tom Jones, Cerys Matthews et Shirley Bassey ? Il n'est guère connu pour ses autres oeuvres. En effet seuls quelques rares poèmes de ce poète prolifique ont été publiés de son vivant et même plusieurs décennies après sa mort.
10 Straed Aristide Briand
44600 Sant-Nazer / Saint-Nazaire Spered Kelt : Kevredigezh an Arz Nevez Keltiek : http://www.speredkelt.org/
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !