OGM, kan ar bobl, sketchoù fentus, bagadoù, Istor Breizh, klas divyezhek nevez Perroz-Gireg pe Redadeg Diwan, muzik Iwerzhon pe Punk, levr Franck Bodennes sed aze un nebeud eus an traoù niverus diwezhañ a gaver war kaouenn.net. Pennad-kaoz da zeskiñ traoù war an OGM (manif Brest miz Genver) war-eeun o
OGM, kan ar bobl, sketchoù fentus, bagadoù, Istor Breizh, klas divyezhek nevez Perroz-Gireg pe Redadeg Diwan, muzik Iwerzhon pe Punk, levr Franck Bodennes sed aze un nebeud eus an traoù niverus diwezhañ a gaver war kaouenn.net.
Pennad-kaoz da zeskiñ traoù war an OGM (manif Brest miz Genver) war-eeun o klikañ war http://www.kaouenn.net/?q=br/node/422
500 skoliad e Kawan evit Kan ar bobl 2008 ! Gwelit danvez arzourien Breizh ha dazont ar brezhoneg war
Selaouit gwellañ bagadoù Breizh bet o kenstrivañ er C'houarz (Brest) er miz tremenet , deskit Istor Breizh pe kit d'ober ho marc'had e-touez an abadennoù radio niverus ha liesseurt o danvez graet gant skolajidi Diwan Gwened (gourc'hemennoù dezhe holl !) o klikañ war ALL
Sketchoù fentus beilhadegoù Dastum, muzik Iwerzhon en un davarn
Jakez ar Borgn pe sonerezh Punk Melmor
Kit da welet bugale skol divyezhek katolik nevez Perroz-Gireg
pe da c'houzout hiroc'h war Ar Redadeg aozet gant Diwan
Ha ma klaskit filmoù all e brezhoneg ho po un tañva eus an Afer Sezneg evit ar re vras hag eus Brendanig evit ar vugale (filmoù brav da brenañ digant Bannoù Heol) ALL
Hag ivez, atersadenn gant Franck Bodennes skrivagner al levr dibar Kazh dall, ki tomm, tomato sketchup
Brezhoneg bro-Wengamp gant Thérèse Herve a gonto un toullad traoù deoc'h war parrez Treglañviz http://www.kaouenn.net/?q=br/node/423
N'ho peus ket bet ho gwalc'h gant tout se ? Na rit ket biloù, ur bern traoù all zo war kaouenn.net !
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !