Ar vell-droad gouezelek zo ar sport poblekañ e bro Iwerzhon. Ur seurt meskaj etre ar vell-dorn hag ar vell-droad eo, ret eo plantañ ur volotenn e-barzh ur pal Rugby. Ar c'hoari-mañ a blij muioc'h-muiañ da gendirvi Iwerzhoniz (da laret eo ar Vretoned), dre ma eo ganet 9 c'hlub e-pad an dek vloaz tremenet e Breizh ha 2 e-pad an daou vloaz diwezhañ.

Ar vell-droad gouezelek zo ar sport poblekañ e bro Iwerzhon. Ur seurt meskaj etre ar vell-dorn hag ar vell-droad eo, ret eo plantañ ur volotenn e-barzh ur pal Rugby.

Ar c'hoari-mañ a blij muioc'h-muiañ da gendirvi Iwerzhoniz (da laret eo ar Vretoned), dre ma eo ganet 9 c'hlub e-pad an dek vloaz tremenet e Breizh ha 2 e-pad an daou vloaz diwezhañ.

Ar vell-droad gouezelek zo anavezet ivez evel ur sport-skol gant e anv lakaet e-barzh roll ar sportoù evit arnodenn ar vachelouriezh e akademiezh Roazhon.

Evit mont war-raok gant ar sport-mañ e vo aozet tri zarvoud e-pad sizhun gouel sant Erwan :
• d'an 13 a viz Mae, krogad etre skipailh Liverieg ha skipailh Breizh e tachenn-sportoù Gonieg (35) etre 3 eur ha 4 eur goude mern
• d'ar 15 a viz Mae, un devezh dizoloiñ en Oriant evit kas war-raok ur c'hlub nevez krouet. Emgav war tachenn-rugbi Keramaze adalek 11 eur betek 12 eur
• d'an 22 a viz Mae e vo c'hoariadeg vras Liverieg gant 12 klub deuet eus Breizh a-bezh,eus bro C'Hall, eus Kalvenez hag eus bro Iwerzhon.

Ligue Bretonne de Football Gaélique

La Ligue Bretonne de Football Gaélique est une association réunissant tous les acteurs et clubs de football gaélique en Bretagne. Elle a pour objectif d\\\'assurer la promotion et de la développement de ce sport celte sur les 5 départements bretons. Elle a également pour vocation de promouvoir la culture bretonne dans le cadre de ses activités, ainsi que les relations culturelles et sportives entre la Bretagne et l\\\'Irlande En savoir plus