Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Appel -
E dibenn miz Gwengolo : dalc'hit soñj
Komite « Dalc’hit soñj eus Yann-Kêl » Comité du souvenir Kemper, d'ar 26 a viz Gwengolo 2006 / le 26 septembre Dalc’hit soñj eus Yann-Kêl ! Amañ-dindan e kavot roll al lidoù a vo graet e koun Yann-Kêl Kernalegenn : - d'ar gwener 29 a viz Gwengolo, da 8 e noz, prezegenn
Par Yannig Laporte pour Komite Dalchit soñj eus Yann-Kêl / Comité du souvenir le 26/09/06 14:00

Komite « Dalc’hit soñj eus Yann-Kêl »

Comité du souvenir

Kemper, d'ar 26 a viz Gwengolo 2006 / le 26 septembre

Dalc’hit soñj eus Yann-Kêl !

Amañ-dindan e kavot roll al lidoù a vo graet e koun Yann-Kêl Kernalegenn :

- d'ar gwener 29 a viz Gwengolo, da 8 e noz, prezegenn gant Lionel Henry, pub Ceili, straed Aristide Briand (nebell eus an ti-gar).

- d'ar sadorn 30 a viz Gwengolo, lid e bered Kêrfeunteun ; emgav da 3 e goude merenn e dor ar vered gant ar sonerien.

Deuit gant ho pannieloù gwenn-ha-du ; ne vo aotreet bannieloù pe arouezioù diforc'hat ar strolladoù politikel.

Titouroù pleustrek :

- 2 barklec'h a zo e-kichen : hini plasenn Ti-kêr Kêrfeunteun hag hini Ti an Holl.

- dont gant ar c'harr-boutin : eus kreiz-kêr Kemper, mont gant al linenn 5 (arsav "Bourc'h Kêrfeunteun") pe gant al linenn 3 (arsav "Ti an Holl")

- dont da Gemper : hent N165, mont-tre Kemper-Hanternoz, Gourvili, Kêrfeunteun

titouroù 06 61 32 96 85 dalchitsonj [at] hotmail.fr

Komite "Dalc'hit soñj eus Yann-Kêl"

Voir aussi sur le même sujet :