Digant TAV (Ti Ar Vro) Kemper eo ez eo bet savet an devezh-mañ, e-bourzh al lougr Kaourintin / Corentin - ur vag-dre-lien hengounel a zo Kêr Gemper berc’hennez warni - , betek enezeg Glenn (pe Glenan), ha distro e Konk-Kerne dre ar memes-mod. Raktreset e oa bet ur miz zo, mes nullet rak ar gwall-amzer. A-benn ar fin, kinniget eo bet a-nevez d’al lun ar Pantekost. Brav! Nemet n’eus ket avel a-walc’h er wech-mañ! Hag an teir-gwern vihan kuit dre ar c’heflusker! Ha pellaat doustadig diouzh porzh Konk-Kerne, war-zu an donvor. Savet he gouelioù warni ne vo ket. Nemet ar ouel a-dreñv, a vez graet ivez ar ouel-taku.
En-he-bourzh, un toullad a vrezhonegerien a-bep-seurt –meur ha hini o vezañ brezhoneger a-vihanik – hag a-bep lec’h – Penn-ar-bed dreist-holl – a zo degemeret gant Maxime (kabiten) ha Pierre (kabiten all!), tud a-vicher chik ha plijus. An daou zen-se zo laouen da gelenn, da eskemm gant tud ar vro, ha da rannañ diwar o micher. Soñjit’ta, c’hwec’h miz bep ploaz o vevañ war vor a gas d’an den ur sapre skiant-prennet! « Ar c’habiten, hep sikour an ekipaj, ne c’hell netra e-unan-penn » eme Pierre, war ar pont, dirak an holl.
Gris-teñval eo ar c’houmoul amañ hag ahont, barradoù-glav lec’h pe lec’h tro-dro deomp, war ar vor glas ha lugernus. Mes, evel ma m’eus lâret deoc’h, an avel a vank…Ne vern « Bewech en em renkomp evit ma vo an avañtur evit an holl » a lâr din Maxime, brokus e gallon. Kaourintin, zo bet savet daou-ugent vloaz zo da heul ur genstrivadeg vrudet roet lañs dezhi gant kazetenn « Kas-Maread / Chasse-Marée ». Diwar patrom bigi implijet e XIXvet kantved, evit kas-degas a-bep-seurt traoù e Breizh, ha pelloc’h c’hoazh betek Bourdel, bro Gembre, bro Izel-Vroioù… Ur vag-labour eo, solud he c’houc’h, anezhi greñvaet e koad tev. Neuze, pa vez ar vag en he gourvez war an draezhenn, e prantad an izel-vor, e vo aesoc’h ar c’hargañ-diskargañ, a-raok ma vefe hi war neuñv adarre kerkent a ma vo ar mor en e c’hourlen. Ha ma ne z'a ket ken buan hag ur reder-mor, emañ Kaourintin ken fizius hag ur c’harr-samm! A-benn div eurvezh merdeiñ e tizomp enez S. Nikolaz, dek mil-mor diouzh Konk-Kerne. Ar c’hanod-aer a sikouro an dud dilestrañ war un draezhenn…gwenn-kann ken ma c’hellfer krediñ e vefemp war un enezenn ziabell dindan an drovan, dour glas sklaer-spontus tro-dro dezhi.
Choajet eo bet enez Sant Nikolaz – daoust ma vefe bet enez Penfred ur choaj all posubl -, en abeg d’ur mirva naturel – an hini bihanañ e Breizh, hag ouzhpenn...er bed a-bezh sañset!. Siwazh deomp, echu eo amzer bleuniadur ar Foeon Glenan ( Narcissus triandus, e latineg). Brudet eo ar spesad dre ne vez kavet nemet war enezeg Glenn. Ispisial un tammig eo tresadenn ar vleunienn, disheñvelik he c’hurunenn diouzh hini an holl foeon all. En arvar e oa bet ar bokidi-mañ n’eus ket re bell - rak gouelini a zistruje anezhe ha geot all a vouge anezhe, hervez kont -, met savetaet int evit poent, a-drugarez da labour ha meradur ar skiantourien-liorzhourien.
Un dro-vale betek penn an enezenn. Houmañ n’eo ket gwall-vraz nag uhel kennebeut. Plad, a-rez d’ar mor kentoc’h. Setu ur gweledva gouez – n’eus netra met an avel, ar geot, an traezh, ha koumoul o stummañ-distummañ buan en oabl ledan - ha peoc’hus ivez - ur groaz vihan e maen-greun, ha ne c’heller anaoud pe oad zo dezhi, a verk roud ur mab-den ankounac’het e kanvejoù tremenet…Inizi Glenn a zo evel ur vro all, diañav, er-maez eus hon bed a-vremañ. Ha koulskoude e chomont a-wel d’an douar-vraz
Ouzhpenn enez S. Nikolaz hag enez Penfred, ez eus ur boked enezennoù all, hadet tro-dro d’un dachennad-mor añvet ar Gambr:
. Bananeg (diwar balan).
. Bruneg
. Dreneg
. Geoteg (diwar geot)
. Girideg
. Kigneneg
. enez al Lorc’h
. enez « Cigogne » (diwar c’hwec’h kogn?)
Hag un tropellad a reier ha kerreg all…
Ur vrav a vojenn a-zivout al Loc’h a zo bet kontet deomp e brezhoneg, en ur yezh flour, gant Annaïck Loizel, hon hencherez a hirio, preparet mat ganti he frezegenn. Mes brummachoù ha latar an istor a chomo war meur a añv-se. N’eo ket ken aes divinout pe anaout petra e talvezont. Diskoachet en deus-hi traouigoù fentus. Da skouer : beg ar « Baleine » ne deu ket deus « ar balum », mes deus « balan » ! Din-me ez eo dav soñjal e vuhez simpl an annezidi, pesketourien hag all, evit fri-furchal ha kompren un dra bennak.
Hirio ez eo kreizennoù-sport kalz a vrud dezhe, war an inizi.
. Kreizenn bageal Glenn / Centre Nautique des Glénans , savet goude an eil Brezel Bed.
. Kreizenn etrevroadel splujerezh / Centre international de plongée sous-marine
Evit an dazont ez eo dav mennegiñ un tour-avel war enez S. Nikolaz hag ar panelloù-heol evit produiñ tredan.
Setu. Poent eo deomp distreiñ, goude bezañ bet tañvaet ouzh un abardaez heolek ha didrouz. War hon hent-distro e vo glav ha glav-puilh pa lavaran mat. Al lodenn vrasañ eus ar strollad a gavo repu e-kreiz ar vag, o selaoù ouzh displegadennoù digant Pierre. Ul lodennig a chomo war ar pont gant Maxile, o sellout ouzh ar mor.
Bezañ gleb, bezañ sec’h, ret eo d’ar moraer kenderc’hel gant e hent. Betek penn.
N'am eus gwellet roud ebet eus ar brezhoneg war an enez. N'eus panell zivyezhek ebet (panell añv ar c'humun, panell titouroù touristel, panell heñchan war an hent). Netra.Perak 'ta? Mat e vefe diskouez d'an douristed n'emaint nag war vord ar mor Kreizdouar, nag en ur vro drovanel. Daoust d'an dour glas-glas, d'an draezhenn gwenn-gwenn ha d'an hin heolek, emaomp e Breizh. Añvioù an inizi a denn deus ar brezhoneg. Pa veze tud o vevañ amañ a-hed ar bloavezioù, int a laboure hag a ouie ar yezh.
Er c'hollok savet en Oriant e miz du 2018 diwar treuskas ar yezh e voe lâret e vanke digarezioù d'ar vrezhonegerien da zaremprediñ etreze, d'ober tra pe dra asambles. Setu perak ez eo un devezh mod-se talvoudus-kenañ. Ur skouerenn eo ivez hag a c'hellfe reiñ mennozhioù evit pezhioù-intrudu all.
.
pajennadoù wikipedia (brezhoneg):
. Foeon_Glenan:
.
ul levr-pladenn (brezhoneg / galleg) embannet gant Coop-Breizh (addendum: 2 a viz Gouere):
. Gwrac'h enez al loc'h:
MAJ 20 even 2019