Bro Warok, Redadeg 2018, war ar pont
Bro Warok, Redadeg 2018, war ar pont © CC-BY-SA-NC

Treuzet eo bet morlenn An Oriant gant ar Redadeg d'an 9vet a viz Mae. Setu ur c'haier a fotoioù bet tapet war vor evit an ABP.

An hent-mañ a vez graet bemdez hep ehañ gant bag-tremenidi eus bro an Oriant « Talhouant ». Hirio ez eo ispisial an dreizhadenn, hirio emañ ar Redadeg o treuziñ ar vorlenn etre Porzh-Loeiz (kilometr 1138, 5eur11 gm) ha porzh an Oriant (kilometr 1140, 5eur24 goude merenn). War vagig-dre-lien « L’extra…vagant », dindan ren Yvon Fauconnier, ur moraer brudet eus ar vro (Rianteg), a-unan gant Eugène Riguidel, ur moraer brudet all (Landaol), anezhañ un ekologour koulz ha difennour ar yezh, mignon kozh eus ar Redadeg abaoe ar penn-kentañ. Ouzhpenn an den ruz e z-shirt – hemañ o vezañ ar reder ! – hag a ziskouez uhel ar vazh-test, ouzhpenn tudoù surentez, gwisket e chupennoù velen, e vez azezet, e-barzh ar c’hoban (notenn), daou vuzisian: an eil talabarder hag egile ar biniou kozh gantañ. Ne vez ket klevet an ton pellig-pell, rak an avel a zo o c’hweziñ o bountañ ar vag buan a-walc’h. N'eo ket dre voaien ar c’heflusker o deus treuskaset paotred ar Redadeg! Ur vag all, unan hengounel « Bro Warok » he añv diwar istor Breizh, ur vag-c’hrilheta, bet savet e Kamaled 70 vloazh zo, bezañ bet o pesketañ kostez bro vMauritania a-raok na vefe cheñchet he micher: abaoe 2004 e vez implijet gant Alain Malarde – ur moraer brudet ivez – hag e familh evit kinnig baleadennoù war vor da hiniennoù pe da strolladigoù. En he bourzh emaon. Tost d’ar wern-valouiñ (notenn) e vez o seniñ ar strollad « Sonam ». Daoust ha n’eo ket ur « fest deiz », en ur mod, hirio? Tud a oa o tañsal war ar c’hae, e Porzh-Loeiz, o c’hortoz karr-samm ar Redadeg ar reder war e lerc’h…Ar strollad-mañ, savet gant tud o vevañ war vord ar Morbihan, a zo troet n’eo ket ouzh sonerezh vreton hepken, mes ivez ouzh muzikoù all. Sellomp ouzh ar bageal, bremañ. Ur riz pe meur a hini a zo bet lakaet, diwar ziviz ar c’habiten. Un digarez evidon da dennañ fotoioù a ziskouez mat strivoù e-kreizig an ober ! Strivoù all a zo bet graet gant izili ar familh a-hed ar Redadeg. Sellit kentoc’h: emañ Loeiz - skuizh-marv e oa ar paotr yaouank - o kousket e-barzh ar c’hambrig (2 kilometrad redet gantañ e-pad an nozvezh. Kenderc’hel a ra ar Redadeg noz-deiz d’ur penn d’unan all, evel ma ouioc’h mat). Redet eo bet ivez gant Maria, ar merc’h hennañ o studiañ war ar brezhoneg e Skol-Veur Roazhon, ha gant he mamm Beatris Malarde – kelennerez emañ-hi e Baod (56). Brezhoneg flour-flour, gwenedeg kentoc’h, a teu etre ar mamm hag he merc’h, me lâr deoc’h, ken m’az eo souezhus ha plijus selaou oute! Mignoned all zo e-bourzh, roet gante un tamm-sikour evit ar Redadeg! Kendalc’homp! Setu al lestr-treizh « Breizh nevez » o kuitaat An Oriant da vont war-zu Enez Groez. Nevez-flamm eo, kroget al labour gantañ e 2018, pa’z eo chomet a-sav al lestr kozh « Kreiz-er-mor » e añv (diwar un destenn brudet-tre, deuet da vezañ ur ganaouenn, skrivet gant Yann-Bêr Kalloc’h, barzh Bleimor, ur skrivagner dispar e vouezh e lennegezh vreton an ugentved kañtved). Setu ur bajennad istor Breizh! Pa soñjan mat, ur bajennad istor a-vremañ eo a vez skrivet gant ar Redadeg, pe war an douar (evit al lodenn vrasañ anezhi), pe war vor (evit tammouigoù munut a-dreuz d’an aberioù ha d’ar vorlennoù). Evit ma vevo ar vro hag ar yezh! Laouen on bet o vezañ digemeret e-bourzh ar « Bro Warok ». Kerkent a loc’het ar vag ez eo deuet levenez ha blaz an avañtur e donder ma c’halon. E Porzh-Loeiz, e-kichen ar « Bro Warok », emañ ur vag-sikour SNSM nevez-flamm o c’hortoz mont da Noumea, en tu all d’ar bed. Tud ar vor zo gwir beajourion. Ar Redadeg ivez eo un avañtur! « Betek an Trec’h! »
Gwelout ivez (e galleg)
Aussi sur ABP…
Notenn
(diwar al levrig « Mor ha bagoù / Mers et bateaux / Sea and boats » gant Marcel Maudire, 2016, An Alarc’h embanadurioù, 7 euro, ISBN: 978-2-916835-75-4): . koban /cockpit/cockpit (UK) . gwern-valouiñ / mât de beaupré ou bout-dehors / bowsprit (UK)
Evit mont pelloc’h (lec’hiadoù) :
. Yvon Fauconnier : https://fr.wikipedia.org/wiki/Yvon_Fauconnier . Eugène Riguidel : http://www.golfedumorbihan.bzh/accueil/decouvrir/rencontres-de-passionnes/eugene-riguidel . Sonam : http://sonam.bzh/br/ . Bro Warok: https://www.morbihan.com/port-louis/croisieres-a-bord-du-bro-warok/tabid/12547/offreid/a2914993-528a-4102-8495-f1ffac857d72 . Ar Redadeg (4-12 mae 2018): https://www.ar-redadeg.bzh/?lang=br . Cheñchamanchouigoù ziwezhat: 11/05/2018