DVD « An Afer Sezneg » : Ar fiksion kentañ embannet er stumm DVD ha lakaet war werzh. An deskarded a c’hello dibab an istitloù e brezhoneg.

DVD « An Afer Sezneg » :

Ar fiksion kentañ embannet er stumm DVD ha lakaet war werzh. An deskarded a c’hello dibab an istitloù e brezhoneg.

Teir eurvezh, rannet e div lodenn, evit kompren unan deus krisañ afer justis ’zo bet er vro gant un daou-ugent komedian bennak o tont deus Breizh a-bezh.

Berr-ha-berr : Abaoe ma oa bet deus an afer Dreyfus, ne oa bet afer ebet o oc’h ober kement-se a reuz e Bro-C’hall.

Bet kondaonet d’ar galeoù e 1924 evit bezañ lazhet un den ne oa ket bet adkavet e gorf biskoazh, n’en doa ket paouezet Guillaume Sezneg da lâret e oa digablus. D’an deiz a hiziv, n’eo ket bet diluziet ar gevrin c’hoazh. Met kement a destenioù evel zo bet lakaet a-gostez e-kerzh an enklask hag ar prosez, ken kreñv evel ma soñjer e c’hallje Sezneg bezañ digablus ken e c’haller soñjal ivez ec’h eo unan deus brasañ fazi ar justis en ugentvet kantved.

priz : 29 € - e gwerzh war http://www.b-heol.com

Documents liés