Danvez liesseurt war Kaouenn.net : filmoù savet gant bugale ar skolioù, kentañ levraoueg hollvrezhonek Breizh, Youenn Gwernig war ho skramm, lennegezh, ur strollad c'hoariva nevez, danvez etrebroadel ha sonerezh a-bep
Danvez liesseurt war Kaouenn.net : filmoù savet gant bugale ar skolioù, kentañ levraoueg hollvrezhonek Breizh, Youenn Gwernig war ho skramm, lennegezh, ur strollad c'hoariva nevez, danvez etrebroadel ha sonerezh a-bep seurt, sed aze ar pezh a c'hallit kavout e-touez ar c'hantadoù a filmoù brezhonek hep ankouaat an holl enrolladennoù son nevez C'hoant ho peus da welet ar film nevez-flamm savet gant skol divyezhek Montroulez ? Klikit war-eeun war http://www.kaouenn.net/?q=br/node/601 Sellit ouzh Youenn Gwernig o lenn ur barzhoneg savet gantañ pe ouzh ar pennad-kaoz gant Naig Rozmor war http://www.kaouenn.net/?q=br/media/media_view&filter0=112&filter1= ALL Gwelit gournamant Aostralia o c'houlenn digarez ouzh tud kozh ar vro, ar Gentidi http://www.kaouenn.net/?q=br/node/634 Tostoc'h, un tamm tro en Iwerzhon, e liorzh abati Daoulaz pe ur pennad-kaoz gant paotred Plouared http://www.kaouenn.net/?q=br/media/media_view&page=2&filter0=112&filter1= ALL Daou dra nevez flamm : kentañ levraoueg hollvrezhonek Breizh http://www.kaouenn.net/?q=br/node/635 hag ur v/Mona Liza gwall zigustum e barzh pezh-c'hoari ar strollad nevez Mirdi http://www.kaouenn.net/?q=br/node/601 Hag evel-just sonerezh forzh pegement : punk ar Sarkofiottes, ton Kembraek Meic Stevens, sonerezh bugale, hengounel pe nevesoc'h, India... pep hini a gavo e lod ! Ha ma fell deoc'h dont e-barzh skipailh Kaouenn, deuit e darempred ganimp, pa ouifec'h brezhoneg pe get !
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !