Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Produit -
Dr Jekyll ha Mr Hyde embannet gant Aber
Dr Jekyll ha Mr Hyde, Robert Louis Stevenson, romant - troidigezh gant Pierrette Kermoal."Damantiñ a ran kalz, evit gwir, d'ar paourkaezh Hyde", a anzav ur wech an Dr Jekyll d'e vignon an
Erwan ar Menn Par Éditions Aber le 25/10/12 11:35

Dr Jekyll ha Mr Hyde, Robert Louis Stevenson, romant - troidigezh gant Pierrette Kermoal

"Damantiñ a ran kalz, evit gwir, d'ar paourkaezh Hyde", a anzav ur wech an Dr Jekyll d'e vignon an noter Utterson.Penaos e c'hell Jekyll, brudet e kêr ha doujet evit e ouiziegezh hag e vadoberoù, kaout damant d'un hailhevod evel Hyde ? Ha perak ?

Dre vignoniezh koulz ha dre guriusted, e vo kaset Utterson da ren ur gwir enklask polis evit diskuliañ ar c'hevrin a liamm an Dr Jekyll ha Mr Hyde.

Robert Louis Stevenson (1850 -1894) en deus savet oberennoù niverus-kenan. E-touez ar re anavezetañ emañ The Strange Case of Dr Jekyll and Mr Hyde (1886), hag ivez Enez an Teñzor, displeget e brezhoneg gant Yeun ar Gow.

115 p., 14x20,Here 2012 - ISBN 978-2-916845-18-0 - Priz : 12€.

D'an 27-28 Here e vo Aber Gouel al Levrioù e Karaez, ma sino an aozerion o oberennoù.

Document PDF katalog_bzh_2012g.pdf ROLL LEVRIOU EMBANNET E 2012. Source : ABER
Aber a zo ur gelaouenn lennegel e brezhoneg. Berrskridoù ar pennadoù-skrid a zo e saozneg. Un ti embann eo ivez Aber hag embann a ra oberennoù e brezhoneg. Voir le site
Gwelout pennadoù all Éditions Aber
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons