
E touez ar c'hwec'h levr Priz ar Yaouankiz 2012 e vo hini Erwan Billant
Krogomp kinnig levrioù 2011/2012 gant ar skrivagner yaouankañ : Erwan Billant, skrivet gantañ "Dorn Dir" a-raok tremen e vachelouriezh. Istor ur paotr ganet gant un dorn dir eo.
Levezonet kalz eo Erwan gant filmoù, c'hoarioù ha romantoù heroic fantasy. Kontañ a ra amañ penaos e ra "Dorn dir" evit stourm ha kavout ur plas er bed. Plijet e vo sur a-walc'h ar skolajidi 6ved/pevare evel ma oant bet plijet gant romant Uisant Crequer e 2009 anvet "ar Grannared".
Evit gourc'hemenn al levrioù (Dorn Dir, Tamasheq ha Iskisat breur bihan), ret e vo mont e darempred gant Keit Vimp Bev. 13 euro an dastumad tri levr evit ar skolajoù, hag ur rummad digoust evit ar gelennerien a lak o skolajidi d'o studiañ.
Aozadur ar priz : http://afea.free.fr/pages/lenn_pay_obj.htm
Ti-embann : http://keit-vimp-bev.info/pay_br.html
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !