Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Dorioù digor e skol bublik Diwan Karaez, d'ar 4 ha d'ar 5 a viz Ebrel 2014
Hent-dall ar Poull-kannañ 29270 Karaez 02 98 93 33 66 ; skoldiwankaraez@wanadoo.fr Gwener 4 a viz Ebrel : etre 9eur ha 6eur d'abardaez Sadorn 5 a viz Ebrel : etre 9eur ha
Stéphanie Le Flem Par AEP skol Diwan Karaez le 31/03/14 2:04

Hent-dall ar Poull-kannañ 29270 Karaez

02 98 93 33 66 ; skoldiwankaraez [at] wanadoo.fr

Gwener 4 a viz Ebrel : etre 9eur ha 6eur d'abardaez

Sadorn 5 a viz Ebrel : etre 9eur ha kreisteiz

Laouen eo skolaerien, implijidi ha kerent Skol Diwan Karaez o pediñ ac'hanoc'h dont d'ober anaoudegezh gante ha gant o skol bublik da geñver an devezhioù "dorioù digor" a zeu.

E-giz kustum e vo digarez da welet ar salioù, peseurt aergelc'h a ren enne, ha pegen efedus eo ar c'helenn brezhonek dre zoubidigezh evit ar vugale.

Aozet e vo atalieroù hag abadennoù a bep seurt.

Deuit niverus, dre guriüsted pe dre interest !

Mar faot deoc'h goût hiroc'h diwar-benn an divyezhegezh abred, it da selaou an arbennigour Gilbert Dalgalian a gaso ur brezegenn d'ar 1añ a viz Ebrel, da 8 eur noz, e Ti an embregerezhioù, bd Jean Moulin. Roet e vo ar gaoz d'an dud er sal goude. Digoust.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 4 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons