Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Dodad souten da Dewi Sibiril
Hiziv 2 a viz C'hwevrer e oa bodet dirak archerdi Landerne un 50 bennak a dud evit souten Dewi sibiril ezel eus Aïta, ur vreuriezh hag a zifenn ar brezhoneg
Eflamm Korneg pour ABP le 2/02/11 21:23

Hiziv 2 a viz C'hwevrer e oa bodet dirak archerdi Landerne un 50 bennak a dud evit souten Dewi sibiril ezel eus Aïta, ur vreuriezh hag a zifenn ar brezhoneg dre oberioù fentus ha dizanjer.Dewi Sibiril zo bet klevet gant ar jendarmed abalamour e rol ur miz zo e-barzh un oberiantis e post Landerne. D'an deiz se e oa bodet Dewi ha peurrest ar strollad Aïta e-diabarzh ar post evit goulen e vefe gwelet brezhoneg er post. Daoust ma oa bet habask kenan doareoù izili Âïta, rener ar post en doa telefonet d'an archerdi evit sevel klemm evit an 3 abeg man:"dic'hradan al lec'h, Gwall voral graet da uzajerien hag implijidi ar post ha klask kuzhat o bisaj a-drenv maskloù"a zisplege Aline Marzin ezel eus Aïta. Met da lared Dewi Sibiril o tont er maez eus an archerdi goude e aters e oa ar rebech pennan savet gant ar strollad bezan bet skoachet ar pennoù gant maskloù. Enep lezenn eo an doareoù man hervez ar jendarmed.Gant Aï¨ta e vo savet klemm gant ar prokulor a benn ez afe war raok an divyezhegin er vuhez foran hag er post .

Bet o tastum troioù lavar e brezhoneg, o kelenn breman istor geografiezh e yezh ar vro, ezel eus kerent ar vugale Diwan e Landerne.
Gwelout pennadoù all gant Eflamm Korneg
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons