Kinniget er C'Huzul-rannvro en nevez-amzer tremenet emañ bremañ staliet an troer emgefre brezhoneg-galleg kentañ war-eeun war lec'hienn an Ofis. Deuet ar stumm nevez 0.2 er-maez. Klokoc'h eo ar gerva e-keñver ar

Kinniget er C'Huzul-rannvro en nevez-amzer tremenet emañ bremañ staliet an troer emgefre brezhoneg-galleg kentañ war-eeun war lec'hienn an Ofis ar brezhoneg.

Deuet ar stumm nevez 0.2 er-maez. Klokoc'h eo ar gerva e-keñver ar stumm 0.1 ha meur a wellaenn zo bet degaset ennañ war krafoù liesseurt evel, da skouer, lec'hiadur an anv-gwan gallek a-raok pe goude an anv (une petite chose pe une porte bleue), pe c'hoazh diforc'hiñ implijoù an anv-verb hag anv-gwan-verb ar verboù a echu en –et evel gwelet/sellet (mont da welet/aller voir, gwelet em eus/j'ai vu) ha degadoù a draoù all.

Digor d'an holl ha digoust eo implij an troer. Diorroet eo e framm ar raktres Apertium kaset war-raok gant an embregerezh Prompsit Language engineering ha skol-veur Alacant e Spagn. Hiviziken e vo aesoc'h d'an dud implijout anezhañ. Kavout a ra e blas e-kichen ar binvioù yezh dave all kinniget gant an Ofis, evel TermOfis (termenadurezh) ha KerOfis (lec'hanvadurezh).

Reiñ tu a ra an troer emgefre da anavezout danvez un destenn. Evit ar mare e c'hall an troer bezañ implijet, da skouer, gant gallegerien a garfe kompren dre-vras ster un destenn vrezhonek met n'hall ket talvezout evit embann skridoù evel m'emaint. Testennoù hir pe hiroc'h, meur a bajennad skrid, a c'haller lakaat er bloc'had treiñ. A-drugarez d'an ostilh-mañ emañ ar brezhoneg o tremen ur bazenn nevez war tachenn Teknologiezhioù ar C'helaouiñ hag ar C'hehentiñ.

URL an troer : http://www.ofis-bzh.org/bzh/ressources_linguistiques/index-troerofis.php

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus