Put your name here

 Diwan, ur mekanik krouiñ
Lod zo plinn, strollad liseidi Diwan Karaez 2017
 Diwan, ur mekanik krouiñ
Mekanik krouiñ : da leuniañ c'hoazh, cheñch a ra bemdez...
Chronique
Diwan, ur mekanik krouiñ
8vet pennad diwar benn 40 vloaz Diwan, a vo a-hed ar bloavezh-skol
Chronique de Kerne Multimédia

Publié le 22/08/17 17:35 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
:
Réalisation :

O sellout ouzh anvioù ar vugale gallout a reer merzhout e vez skoliataet e Diwan bugale arzourien Breizh, sonerien, c'hoarierien, tud a labour e bed ar c'hleweled, skrivagnerien... Merzhout a c'heller ez eus e lod eus ar familhoù brezhoneger yaouankizoù boas da lenn, da skrivañ alies, evel Gwenvred Latimier Kervella, priz ar yaouankiz kentañ e 2004 gant ur vamm sevenerez skinwel e Frañs 3, barzhez, hag un tad o skrivañ ingal e kazetenn lennegel daouviziek Al Liamm. Memestra evit Konogan an Habask, sonour, aozer kanaouennoù, mab Padrig an Habask, rener kazetenn hag embannadurioù Al Lañv. Evit Yann-Fañch Jacq, skrivagner ha rener ti embann Keit Vimp Bev, e vab Ewen en deus skrivet pevar levr heroik faltazi dija (2013-2016). Petra lavarout c'hoazh eus Moran Dipode, skrivagner da 17 vloaz gant Marianna Donnart, mab ha merc'h ur familh a vrezhonegerien ivez o doa skrivet asambles daou romant pa oant el lise : « Brezel an Erevent » ha « Hudour an tour du » (e 2005 ha 2006).

Daoust hag-eñ e teu galloud krouiñ ar vugale eus ar yezh, bev-mat er familhoù-se, pe eus an endro sevenadurel kreñv er familhoù ?

« Ur sevenadur a zo marv pa ne vez ket miret anezhañ e lec'h e ijin » eme Paul Veyne.

Ar c'hrouiñ e yezh minorelaet a zo un doare da dreuzvevañ, da reiñ un dra n'eo ket un dra desket er skol, met un dra gwriziennet er vuhez amañ ha bremañ. Un dra a denn eus ar from, an hunvre, ar c'hoant. Habiba Djanine a sav filmoù gant ar re yaouank e kabileg, un doare da vont etrezek ar feulster hag ar marv.

Pa vez kement a dud oc'h ijin, o skrivañ, o filmañ, o treiñ, o kanañ… peadra a zo da gaout fiziañs en dazont ha da stourm a-enep « cocacolonisation » ar bed, 'giz oa bet lavaret gant Pete Seegers...

Ma ne vefe ket eus Diwan, piv en dije skrivet ul lennegezh evit ar yaouankiz ? Piv en dije savet levrioù, filmoù, abadennoù c'hoariva e brezhoneg ? Piv a vefe o treiñ tresadennoù bev en brezhoneg hag o eilvouezhiañ ar filmoù gwellañ zo er bed evit ar vugale... e brezhoneg ? Dre nerzh ar vrezhonegerien o-unan, gant diaesterioù, gant tabutoù, aze oa bet "produet" ur sevenadur nevez gant ur brezhoneg a-vremañ, liesliv, 'giz titl ar Redadeg e 2018.

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 2 commentaires
  Jiler
  le Mardi 22 août 2017 19:20
Chom a ra bremañ da Ziwan da grouiñ hentennoù-koñvers, medisinel ha sosial, teknikel, gant ar memes spered a genskoazell, a genfiziañs, a labour a-stroll, hag en deus degaset kement all a berzh-mat , anavezet gant an holl bremañ.
Er c'hontrol eus ar skol gall, Diwan a c'hounezo ar bobl vreton ma teu da vezañ, nann ur skol evit tud eus an dibab, met ur skol a galite evit an holl.
Ma n'eo ket Diwan a ra kement-mañ, den ebet n'her raio.
(0) 
  Jiler
  le Mercredi 23 août 2017 15:22
An holl hentoù a c'hellje Diwan mont ganto en amzer da zont a gaver e levr P Fauconnier (skrivet e 2005 , met an traoù zo aet war washaat abaoe) : "La fabrique des meilleurs (enquête sur une culture d'exclusion)": 20 euro e ti Amazon.
Setur ur renablig diglok eus e ginnigoù evit gwellaat an traoù:
- pouezañ war an dont a-benn ha nann war ar c'hwitañ ( sélection par l'échec).
- kaout disfiz ouzh ar gouzout abstret ; bec'h war ar gouzout pleustrek (labour dorn; barregezh war ar c'honvers; barregezh war an arzh - graet mat e Diwan, dija - ; gouzout mont war-raok e pep keñver, ha krouiñ, krouiñ war bep tachenn.
- diwall ouzh ar spered a vegenn : an holl hentennoù a vo roet ar memes talvoudegezh dezho (demokratelezh eo kement-mañ).
- talvoudekaat ar micherioù; talvoud al labour , al labour a-stroll, ar c'henober, ar c'henskoazell.
- klask sevel "charters schools", evel an Amerikaned, amañ e Breizh : skolioù a eil chañs , evit ar re laosket a-gostez , arc'hantet gant ar stad, meret gant kevredennoù kerent bugale.
- diorren ar fed bezañ mennet mat - sekred ar berzh-mat eo kement-mañ - dre sikour ar re yaouank da zizoleiñ gant petra e vezont ar gwellañ : kalonekaat e-lec'h raskañ.
- dont da vezañ ur skol demokratel evit an holl.
- tavoudekaat ar spered pleustrek, ar youl hag ar c'houraj...........................
Al levr-mañ a zo un diell-labour evit an holl re a bleustr war dazont Diwan hag an hentennoù divyezhek.
Mat vije sevel ur strollad labour gant skolaerien/kelennerien nevez aet war o leve, ha c'hoant ganto lakaat o barregezh da wellaat an traoù.
Dezho , goude, da sevel kinnigoù pleustrek da vezañ kinniget da Ziwan.
Hag ober, bremañ, ober, ober !
"England dificulties, Ireland opportunities".
(0) 
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 0 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.