Diwan : un doare nevez da aozañ ar bloavezh evit Marjan ha Yann v.brezhoneger.ez ?

Gouel ar Pouldu, gant 1000 den war an dachenn, 60 den a youl vat evit Kuzul Skoazell skol Diwan Kemperle
Gouel ar Pouldu, gant 1000 den war an dachenn, 60 den a youl vat evit Kuzul Skoazell skol Diwan Kemperle

25vet pennad tennet eus «Diwan, 40 vloaz dija !». "Kondaonet eo ar skolioù da glask arc'hant evit treuzvevañ. Setu neuze penaos e oa bet graet un deiziataer Diwan evit an holl a skoazell ar skolioù dre soubidigezh e brezhoneg.

Evit ar re a blij dezho skoazellañ Diwan ha komz brezhoneg e pep lec’h e Breizh e vez aozet darvoudoù a-hed ar bloaz, ha kement-se se dibaoe ganedigezh Diwan evit lod anezho. Nerzh krouiñ traoù nevez er vro, festoù noz treuzwisket evel e Banaleg (fest-noz pilhoù e miz Meurzh), ar saloñs Playmobil nevez ‘zo e Montroulez, Tro Menez Are …

Etre miz Genver ha miz Even

Kregiñ a ra gant festival Taol Kurun, krouet gant Diwan Kemperle hag adkemeret gant Ti ar vro Bro Kemperle gant abadennoù a bep seurt aozet gant Diwan (kenstrivadeg dibluskañ patatez, kafe pemp eur, kleub lenn, Gouel ar vugale gant Morwenn le Normand,... e 2017), Deizioù an Oriant (gant ar brezidantez bet prezidantez Diwan an Oriant ‘pad pell), fest-noz Banaleg da heul (dastumit ar pilhoù a zo er gêr ha kit da c'hoarzhin !), e miz Mae meur a dra : Tro Menez Are, gant 7 000 baleer e-kreiz Menezioù Are. Krouet e oa bet an dro vale evit arc’hantañ ar skol, ha dreist-holl ar post ATSEM. Ar Redadeg a vez aozet ur bloaz diwar zaou, e pep lec’h e Breizh, ar skolioù Diwan a vez e penn an aozadur e meur a vro. Deiz-ha-bloaz Diwan a vez aozet bep dek vloaz, hag un abadenn veur a vo evit an 40 vloaz, kredapl e miz Mae 2017.

Miz Gouere-Miz Kerzu

E-pad an hañv e vez tud a youl vat Diwan o labourat e Karaez evit an Erer kozh, e Kraozon evit festival Penn ar Bed, en Oriant, e gouelioù kost’ an aod evit sikour o skolioù, e ti-krampouezh Diwan b'an Oriant abaoe daou vloavezh, a-drugarez da Lisardo, rener ar festival, c'hoant gantañ sikour ar skolioù. Leun-chouk eo an agenda : gouel al levrioù gant brezhonegerien, bihan ha bras, foar al laou e Montroulez...

Milionoù a grampouezh a zo bet graet evit Diwan hag a lak ar gevredigezh da vout yac’h, evel e bro Euskadi gant an taloa, krampouezh graet gant bleud maiz. Gouzout arc’hantañ ar skolioù en doa lakaet an dud en diavaez da welet e oa kad Diwan da zastum arc’hant, evel da geñver an tombola a zastumas 15 270 euro e 2013, daoust ma vez gwelet a-wechoù gant tud zo evel un « tailh ha n’eo ket tapet diouzhtu ». Gouelioù 'zo a zastum kazi 20 000 euro, met evit se, ret eo bout meur a skol, 50 den er skipailh, ha miliadoù a eurvezhioù labour a youl-vat gant tud o deus kirriegezhioù tud a vicher !

©agence bretagne presse

.
mailboxEnvoyer par courriel imprimerImprimer

Auteur de l'article :

Kerne Multimédia

Doktorez e Skol Veur Roazhon 2 hag e strollad Ermine-CRBC. Kelennerez e lise Diwan Karaez. Blogerez en ABP abaoe 2005, amzer skrivañ kalzig a bennadoù, kantadoù a videoioù... ha da vezañ lennet meur hag 1 300 000 gwech. Lec'hiennoù all : Pajenn Facebook Ermine, Tv Bro Kemperle,Tv Lise Diwan.

Vos commentaires :

Écrire un commentaire :

Combien font 8 multiplié par 8 ?

Publicités et partenariat