Gourc'hemennoù da liseidi Diwan ! Ur wech ouzhpenn eo lorc'hus skipaih pedagogel Diwan Karaez da embann disoc'hoù al lise : ur bern menegoù (70%), 7 meneg mat-tre zoken.

Gourc'hemennoù da liseidi Diwan

Ur wech ouzhpenn eo lorc'hus skipaih pedagogel Diwan Karaez da embann disoc'hoù al lise : ul lisead korbellet nemetken, hag ur bern menegoù (70%), 7 meneg mat-tre zoken.

Meritet o deus al liseidi hag ar gelennerien da gemer un tamm repoz, diskuizh a rint a-raok an distro-skol e Brest pe Roazhon evit al liseidi, hag e Karaez e vo degemeret muioc'h a liseidi c'hoazh.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....