Sinadur Prezidant AEP Kemperle
Sinadur Prezidant AEP Kemperle
Sinadur Prezidantez Kuzul Skoazell Plogastel Sant Jermen
Sinadur Prezidantez Kuzul Skoazell Plogastel Sant Jermen
Sinadur Prezidant AEP Kemper
Sinadur Prezidant AEP Kemper

Kenderc'hel a ra Diwan gant e hent. Muioc'h-mui a skolidi, a skolioù, a skolajoù. Hag evit efedusaat labour ar re a-youl-vat eo bet sinet ar Gevrat Kenrouedad gant pep bro.

25 skol, 6 skolaj, ul lise, 350 skolaer ha kelenner, 150 implijiad nann-gelennerien, 3200 bugel : piv en dije lavaret, 33 bloaz 'zo, e vefe deuet Diwan da vezañ ur gwir embregerezh ?

Gant ur greizenn stummañ e Kemper (Kelenn), gant gouelioù un tammig e pep lec'h (Tro Menez Are, foarioù bio, Randorade, Taol Kurun, Tro Heol, ar Redadeg ...) diaes eo priziañ pouez Diwan e buhez sevenadurel ar vro.

Met, evel en holl gevredigezhioù eo diaes kavout tud a -youl-vat. Seblantout a ra da familhoù'zo emañ pell Diwan Breizh diouzh ar skolioù, diaes eo rastellañ arc'hant, diaes eo kaout bugale pell diouzh ar gêr, emvodoù hir, labour e-pad an dibenn-sizhun...

Setu perak eo diaes da Guzul merañ Diwan merañ an holl skolioù, ken sammet e izili gant al labour. Daoust d'al labour divent a vez graet gant ar renerez hag he skipailh, e vez labour pounner evit an holl re a-youl-vat. Emvodoù gant Skype, devezhioù hir e Karaez gant tud o tont eus Naoned, Brest, Sant-Brieg ...

Abaoe daou vloaz eo bet lakaet ar gomz war un aozadur disheñvel, evit ma c'hellfe ar re a ro arc'hant da Ziwan, hag ar re a zo er c'huzulioù skoazell pe er c'hevredigezhioù a souten Diwan (dastumet e vez 300 000 euro pep bloaz gant re a-youl-vat ) kemer muioc'h a berzh e buhez Diwan, dre vroioù.

E Kemper, Lannuon, ar Releg, Gwened, Naoned o deus ar c'hevredigezhioù (AEP, Kuzulioù skoazell, kevredigezhioù all) sinet ur gevrat evit embann emaint a-du da genlabourat hag ober ur gwir genrouedad vro. E Bro Gwened hag e Bro Lon e vez graet al labour-mañ dija, met e Bro Gerne hag e lec'h all e vo un dra nevez.

Sikourioù kumunioù, kuzulioù-meur... a vo war an digresk, setu perak eo a-bouez ma vefe tud Diwan o labourat hardi a-benn rastellañ arc'hant. N'eo ket gant ar 7 500 euro roet gant Il-ha-Gwilen e vo bev Diwan warc'hoazh ! 700 000 euro departamant Penn-ar-Bed a zo un dra gaer, met n'eo ket sur e pado pell kennebeut.

En arvar e vo Diwan ma vo ar bloavezh 2011 heñvel ouzh hini 2010 (100 000 euro divigad war ur budjet 3,6 milion). Koulskoude e kendalc'h Diwan da greskiñ : 9 skol kroueet dindan 6 bloavezh, roet e vez postoù gant ar rektordi evit ar poent.

Ha kresk al lise, ar skolajoù hag ar skolioù a ro nerzh d'an holl, daoust d'an diaesterioù. Gant ma vo pep ezel eus Diwan o kemer e lod, evit ma kresko bugaligoù Breizh e brezhoneg, a-hed an deiz !