Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha Kuzul Skoazell Skol Diwan Bro Blerin ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 33 bloaz

Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha Kuzul Skoazell Skol Diwan Bro Blerin ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 33 bloaz : D'ar Yaou 30 a viz Gwengolo 2010 Adalek 8 eur noz Er greizenn sevenadurel : sal Camet La Ville Robert 22590-Porzhig Digoust ha digor d'an holl
Petra eo ar skolioù Diwan ? Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ? Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan. Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod ! Tud e-karg eus Diwan a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù. An digarez ho po ivez da gejañ gant tud bugale ar vro o deus bet c'hoant da gemer perzh er raktres-mañ en un doare pleustrek, e-barzh ar c'huzul skoazell o deus krouet e-pad an nevez-amzer. Laouen e vint o reiñ titouroù deoc'h diwar-benn emdroadur o difraeoù. Titouroù a-zivout an emvod : Sonia Zaoumi karget a gefridi war an diorren Diwan : 02 98 21 33 69 pe 06 24 90 36 03 sonia.zaoumi@diwanbreizh.org ha diwan.breizh@wanadoo.fr