Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha skol Diwan Roazhon ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl evit kinnig deoc'h ar raktres digeriñ un eil skol Diwan e Roazhon

Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha skol Diwan Roazhon ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 33 bloaz :

D'ar Merc'her 15 a viz Kerzu 2010, hag evit komz ganeoc'h diwarbenn ar raktres digeriñ un eil skol Diwan e Roazhon
Adalek 8 eur 30 noz

MJC La Paillette
Straed du Pré de Bris,
e-kichen ar c'hoariva, straed Louis Guilloux
35000-Roazhon
Digoust

Petra eo ar skolioù Diwan ?
Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ?
Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !

Éliane Kerjoant, renerez pedagogel ar c'hentañ derez e Diwan, a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù.

Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur un eil skol Diwan e Roazhon evit klokaat kinnig Diwan staliet eno abaoe 32 vloaz dija (Bali « Portugal », Roazhon Kreisteiz).

Titouroù a-zivout an emvod :

Samuel Julien
06 30 67 27 43
diwan.roazhon2@yahoo.fr