Logo Diwan Dinan
Logo Diwan Dinan

Emvod foran

Petra eo an divyezhegezh abred dre soubidigezh ? Penaos e vez lakaet e pleustr er skolioù Diwan ? Gant peseurt disoc’hoù ?

Tud e karg eus Diwan a vo war al lec’h evit respont d’ho koulennoù, skolaerien ha familhoù ar skol en o zouez.

Laik, digoust ha digor d’an holl eo ar skolioù Diwan, brezhonegerien pe get. 40 vloaz a skiant-prenet hag a efedusted prouet.

Ma fell deoc’h kaout titouroù ouzhpenn : 02 96 87 05 56 - skol.dinan@diwan.bzh