Laouen eo ar gevredigezh Diwan ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl evit kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 35

Laouen eo ar gevredigezh Diwan ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl evit kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 35 bloaz :
D'ar Meurzh 22 a viz Mae 2012, adalek 6 eur 30 noz, e sal « Le Nautile », Kreizenn Sevenadurel ar Bae 29940 – Ar Forest-Fouen Digoust ha digor d'an holl
Petra eo ar skolioù Diwan ? Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ? Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan. Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod ! Éliane Kerjoant, renerez pedagogel ar c'hentañ derez e Diwan, a vo war al lec'h evit respont d'ho koulennoù. Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur ur skol Diwan e Bro Fouen evit klokaat kinnig Diwan e Kreisteiz Penn-ar-Bed.
Titouroù a-zivout an emvod : Sonia Zaoumi 06 24 90 36 03 pe 02 98 21 33 69 sonia.zaoumi@diwanbreizh.org