Put your name here

Labourat a-stroll, kaout plijadur, komz brezhoneg 'maez ar skol, se ivez zo bet kaset gant Diwan !
Labourat a-stroll, kaout plijadur, komz brezhoneg 'maez ar skol, se ivez zo bet kaset gant Diwan !

Chronique
Diwan : kengred ha buhez a-stroll ?
28vet pennad diwar an 40 vloaz Diwan : penaos eo deuet a benn ar skol vihan e brezhoneg da grouiñ un dro spered "Diwan" ?
Chronique de Kerne Multimédia

Publié le 8/01/18 21:27 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
:
Réalisation :

28vet pennad diwar an 40 vloaz Diwan : penaos eo deuet a benn ar skol vihan e brezhoneg da grouiñ un dro spered "Diwan" ? A-raok sevel curricula nevez gant Diwan e vefe mat gwelout ar pezh a zo bet graet evit ar re yaouank e Diwan, ar prezhioù a oa disheñvel hag o doa graet berzh, e-barzh hag e-maez ar skol, p' eo ar c’helenn e bro C’hall diefedus ha pa stumm remziadoù tud yaouank dic’houest ha dizesk evit lod anezho...

Kengred ha buhez a-stroll : un hunvre ?

Gant film Bastian Guillou "Kirri nij en toull-karr"  e oa bet displeget splann al liamm etre ar brezhoneg hag ar c’hengred, geriaoueg al labour-douar padus ha tud war-ar-maez. Pa vez bevet traoù fromus gant al liseidi, pe ar skolidi e teu buanoc’h ar yezh dezho. Gwenole Larvol, ur skolaer hag a gas meur a raktres film e rann divyezhek publik, pe ganaouennoù evit Kan ar bobl, a ziskouez splann evel Ar vro bagan evit ar c’hoariva ez eo ar from ur c’heflusker evit deskiñ. Holl asambles tro-dro d’ur raktres arzel, er skol pe e rouedad ar skolioù Diwan, e teu buan ar from hag ar c’hoant da zont a-benn asambles en un abadenn vrav.

Kof-ha-kof

Penaos e vez lavaret « je t’aime » e brezhoneg ? Da garout a ran ? Joa ‘m eus ouzhoc’h ? Piket eo ma c’halon ouzhoc’h ? Diaes eo evit ar re a zo oc’h adperc’hennañ ar yezh implijout ar gerioù evit ar re vihan met ivez ar gerioù a vez etre en ur c’houblad...E yezh ar skol ne gaver ket kalz ar gerioù-se. Met ar c’hoariva, ar varzhoniezh, ar c’han, a implij geriaoueg ar from hag ar garantez.

Ar vuhez ‘maez ar c’hentelioù en hunvaoù Diwan, pe e-pad an dibenn-sizhun, er familh pe etre mignoned, a c’hellfe bout bevet e brezhoneg. Implij gerioù gros evel e levr "Brasañ brammer ar bed"  a ra vat d’ar yezh ha d’he c'homzerien !

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 2 commentaires
  Naon-e-dad
  le Mercredi 10 janvier 2018 11:14
Ya, ya! Geriaoueg ar from hag ar garantez a larit-hu.
Koulskoude, morse n'em eus klevet an dud war an oad lâret traou e-giz-se, pa vefe etreze pe d'o bugale, nag e brezhoneg, nag e galleg. Un afer a rummadur a vefe, neuze? Evidon-me, geriaoueg kavet ha klevet e-barzh filmoù a veze, pas er vuhez bemdez. Siwazh? Marteze.. Piv oar?
Din-me, mat eo d'ar re yaouank a hirio dizoloiñ hag implij gerioù ar from, evel ma lavarit. Mat e vefe dezhe ivez ober an diforc'h etre ar garantez hag ar from, daoust d'ar pezh a vez lâret re alies e mediaoù, rak n'eo ket ar memestra, tamm ebet a-hed ur vuhez.
Trugarez evit o fennadoù, enne brezhoneg brav.
A galon
(0) 
  Naon-e-dad
  le Mercredi 10 janvier 2018 14:32
da heul....
.1 Opala! difaziañ: "Trugarez evit ho pennadoù". Pelec'h e oan aet ganti?
.2 Goude bezaén bet or prederiañ, e lavarfen kentoc'h "Joa ‘m eus ouzhoc’h" a zon brezonekoc'h evit "Ho karout a ran" a zo blaz ar galleg gantañ, a soñj din...
Mont a reomp pelloc'hig. Perak ne vefe ket implijet gerioù seurt-se (e galleg, lakomp)? Doareoù all a veze d'ober gant ar bugale. Da skouer, klevet e veze alies:
"Hemañ zo gwaz"! (d'eur paotrig).
Dre ar gerioù-se e teufe lorc'h din , fiziañs da vezañ anavezet gant an dud a oad (labourerien-douar...), fiziañs da vezañ war an hent mat, d.l.e dont da vezañ braz tamm ha tamm...Mod-se ha dre traoù munut - da skouer, tammoù sikour a-netra goulennet digant ar paotrig - e veze "lâret" ar garantez, e veze doujet ouzh ar baotredigoù...Hag evit ar merc"hedigoù? Ne ouian ket! Dezhe da desteni....
(0) 
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 1 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.