- Communiqué de presse -
Diwan etre 1997 ha 2007 : pa oa Sell'ta o filmañ
Mouezh Goulc'han Kervella war fotoioù Diwan, Per Denez, Martial Menard, Naig Rozmor evit displegañ istor an dispac'h deskadurel-mañ
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 10/10/14 23:36
:

Mouezh Goulc'han Kervella war fotoioù Diwan, Per Denez, Martial Menard, Naig Rozmor evit displegañ istor an dispac'h deskadurel-mañ

Ganet e oa bet Diwan e Lambaol Gwitalmeze e miz Mae 1977, gant ur c'huzul skoazell a zo aet buanoc'h eget reoù Kemper ha Plouneour Menez o doa digoret ur skol e miz Gwengolo da heul.

E 1978 e oa bet digoret skolioù Diwan Roazhon, Lannuon, Brest, Santeg, An Oriant ha Naoned. D'ar mare-se e oa dek "skol an Emsav" e Breizh, o reiñ kentelioù noz ha frammet mat gant stourmerien prest da gregiñ e-barzh aozadur skolioù e brezhoneg.

Setu ur film simpl a ziskouez al labour graet ha doare efedus da gas ar stourm war raok, daoust d'ar skoilhoù war an hent, daoust d'an Deskadurezh ha d'ar gevredigezh ne grede ket e oa posubl skoliatañ bugale e brezhoneg.

Gant aotre hegarat Jean-Luc Roudaut, ar sevener.

Voir aussi sur le même sujet : diwan, deskadurezh