Laouen eo ar c\'hevredigezhioù Diwan ha kuzul skoazell skol Diwan Savenneg, ouzh ho pediñ d\'un emvod digor d\'an holl a-benn kinnig Diwan ha raktres skol Diwan Bro Savenneg rakwelet e miz Gwengolo 2009 :
D\'ar Meurzh 9 a viz Even 2009
Adalek 8 eur 30 noz
Sal liesimplij (sal 3)
E Savenneg (44260)
Digoust ha digor d\'an holl
Petra eo ar skolioù Diwan ? Petra eo ar c\'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ? Perak krouiñ ur skol Diwan e Bro Savenneg e miz Gwengolo 2009 ?
Ma \'z oc\'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m\'ho peus bugale, deuit d\'an emvod !
Tud e-karg eus Diwan (skolaerien en o zouez) a vo war al lec\'h a-benn respont d\'ho koulennoù hag evit ober ur poent war ar raktres.
Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur ur skol Diwan e Bro Savenneg e miz Gwengolo 2009.
Titouroù a-zivout an emvod :
Sonia Zaoumi-karget eus an diorren-Diwan : 02 98 21 33 69 pe 06 24 90 36 03.