Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Diwan : emvod foran e Plerin

Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha skol Diwan Sant-Brieg ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en

Dominique Jacq pour Diwan le 18/11/09 9:16

Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha skol Diwan Sant-Brieg ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 32 vloaz :

D'ar Yaou 26 a viz Du 2009

Adalek 8 eur 30 noz

Er greizenn sokial (sal an obererezhioù), straed ar groaz « Mérovingienne »

22190-Plerin

Digoust ha digor d'an holl

Petra eo ar skolioù Diwan ? Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ? Gounidoù an divyezhegezh ez-vihan.

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !

Tud e-karg eus Diwan (skolaerien en o zouez) a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù. An digarez ho po ivez da gejañ gant dileuridi skol Diwan Sant-Brieg hag a vo laouen da zisplegañ deoc'h mont en-dro o skol.

Aozet eo an emvod-mañ evit kinnig ar rouedad Diwan gant ar soñj klask lañsañ ur raktres skol e Bro Plerin.

Titouroù a-zivout an emvod :

Sonia Zaoumi-karget a gefridi war an diorren-Diwan : 02 98 21 33 69 pe 06 24 90 36 03/ zaoumi [at] hotmail.com ha diwan.breizh [at] wanadoo.fr

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons