Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Diwan : digoradur ur skol e Plogastell Sant Jermen
Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha Kuzul skoazell skol Diwan ar vro Vigoudenn o kelaouiñ ac'hanoc'h e vo digoret ur skol Diwan e Plogastell Sant Jermen, e miz Gwengolo 2010. Muioc'h a ditouroù a vo roet deoc'h e kerzh an emvod foran a vo aozet d'ar Merc'her 30 a viz Even 2010, adalek 6 eur noz e Plogastell
Par Dominique Jacq pour Diwan le 22/06/10 16:40

Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha Kuzul skoazell skol Diwan ar vro Vigoudenn o kelaouiñ ac'hanoc'h e vo digoret ur skol Diwan e Plogastell-Sant-Jermen, e miz Gwengolo 2010. Muioc'h a ditouroù a vo roet deoc'h e kerzh an emvod foran a vo aozet :

D'ar Merc'her 30 a viz Even 2010, adalek 6 eur noz

« Sal ar retredidi »,

Plasenn an 19 a viz Meurzh, Straed « de Briscoul »

E Plogastell-Sant-Jermen (29710)

Digoust ha digor d'an holl

Petra eo ar skolioù Diwan ?

Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ?

Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.

Kinnig Skol Diwan ar Vro Vigoudenn.

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh, m'ho peus bugale ha m'ho peus c'hoant da gaout titouroù pe enskrivañ ho pugale, deuit d'an emvod !

Tud e-karg eus Diwan (skolaerien en o zouez) a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù.

Titouroù hag enskrivadurioù :

Visant Rouxel : 06 32 29 57 32

vincent.rouxel [at] laposte.net

logo
Skolioù Diwan.
[ Gwelout pennadoù all Diwan]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons