Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Appel -
Diwan : 150.000 euro evit arc'hantiñ ar c'hresk
«Diwan : 150.000 € evit arc'hantin ar c'hresk. ANV : skolioù DIWAN, OAD : 32 vloaz, 3.209 skoliad, 341 implijad, 116 post amzer leun gopret gant Diwan e gwengolo 2009. 4,32 % kresk niver ar vugale en distro skol. BUDJED 2009 : 3.317.000 € - Klask zo war 150.000 € - 4,5 % eus ar budjed !». Anna-Vari Chapalain, renerezh Diwan e Landerne, a addisplega ar sifroù-mañ
Fanny Chauffin pour ABP le 30/11/09 3:09

« Diwan : 150.000 € evit arc'hantin ar c'hresk.

ANV : skolioù DIWAN, OAD : 32 vloaz, 3.209 skoliad, 341 implijad, 116 post amzer leun gopret gant Diwan e gwengolo 2009. 4,32 % kresk niver ar vugale en distro skol. BUDJED 2009 : 3.317.000 € - Klask zo war 150.000 € - 4,5 % eus ar budjed ! »

Anna-Vari Chapalain, renerezh Diwan e Landerne, a addisplega ar sifroù-mañ.


ABP - Diwan a gresk muioc'h mui, pet skol, skolaj nevez a zo bet staliet abaoe pemp bloaz ? Pelec'h ?

Anna-Vari Chapalain - 7 skol (Louaneg, Plonevez Moedeg, Kastellin, ar Meziaer, Lokournan, Rianteg ha Savenneg) hag 1 skolaj e Naoned zo bet digoret abaoe 2008, kement mañ o tegas ur c'hresk a 9 % eus niver ar skolidi dindan 3 bloaz.

ABP - Tud a ro arc'hant da Ziwan ingal, o treuzdougen arc'hant pep miz. Pet den a zo, ha piv int ?

Anna-Vari Chapalain - Bez 'z eus tro 3.500 den o skoazellañ Diwan ingal, etre ar re a ro d'ar gevredigezh ha d'ar skolioù. Evit ma c'hellfe Diwan kenderc'hel seder gant e hent e vefe ret tizhout ar pal kavout tro 1.000 den nevez hag a c'hellfe reiñ 20 €/miz (6,80 € e gwirionez ur wech lammet 13,20 € eus an tailhoù). Met da c'hortoz e rankomp kaout an arc'hant ret evit asuriñ an holl c'hoproù ha kargoù da vare Nedeleg. Diaes eo lavarout piv int avat n'eo ket bet goulennet diganto resis, pezh a ouzer eo tud zo o chom e Breizh ha diavaez Bro stag da dazont ar brezhoneg en ur mod bev.

ABP - Perak ne c'hell ket ar stad hag ar rannvro sikour Diwan muioc'h ?

Anna-Vari Chapalain - Ret eo kompren e vez roet ar skoazelloù publik hervez reolennoù, bez hon eus diouto gant ar Rannvro hag ar 5 departamant met n'eo ket tra-walc'h evit kreskiñ er mod n'hon deus c'hoant evit ma chomfe bev mat ar brezhoneg hag e c'hellfe ar familhoù dibab ur c'helenn divyezhek dre soubidigezh evit o bugale. Ma vez un bern tud o respont d'ar galv hag o sikour Diwan e tiskouez hor pouez ha youl ar Vretoned hag aesoc'h a-se e vo deomp kaout muioc'h a arc'hant publik war lec'h. Koulskoude ma vefe treuskaset d'ar Rannvro karg ha galloud ar c'helenn Brezhoneg e vefe aesoc'h an traoù.

ABP - Perak e vez kudennoù arc'hant hiziv an deiz gant Diwan ?

Anna-Vari Chapalain - 150.000 € a vo ret kavout ac'han da fin ar bloavezh 2009. Dont a ra an ezhomm-mañ diwar ar c'hresk meneget uheloc'h. Dre ma kreske an niver a skolidi er skolioù nevez bet digoret gant ur post skolaer, hon eus ranket lakaat an eil bost e meur a hini e Gwengolo 2009. Kement-mañ a zo kevatal da 314.000 € e budjed Diwan e 2009. E keit-se e tri bloaz ez omp deuet a-benn da greskiñ ar produioù eus 7,2 % pa gresk ar c'hargoù eus 11,7 % sed aze eta an diforc'h a 4,5 % hag a ra 150 000 €.

ABP - Dazont ar brezhoneg hag ar skolioù : penaos e vo an traoù a-benn 5 bloaz ? 10 vloaz ?

Anna-Vari Chapalain - Diaes tre eo respont d'ho koulenn, a-dra sur ma c'heller kenderc'hel da grouiñ 1 skol pe 2 bep bloaz, o chom gant ar statud hon eus. Bremañ e c'hellfe bezañ 60 skol a-benn 10 vloaz ha war dro 4.500 skoliad da nebeutañ lec'h 3.200 bremañ.

Follennoù skoazell war al lec'hienn : [Voir le site] pe o skrivañ Diwan, BP147
29411 Landerne

Cet article a fait l'objet de 1123 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons