C'hoant he deus bet Divskouarn, ar gevredigezh evit diorren ar brezhoneg a-raok ar skoliata, talvoudekaat skignañ an titouroù a denn deus an divyezhegezh abred, evit kement-se he deus savet ul lec'hienn genrouedad.
Penaos eo bet ganet Abaoe ar penn kentañ he doa bet Divskouarn ur blog, pezh oa bet efedus evit lañsamant an traoù. Buan a-walc\'h avat eo bet gwelet ne oa ket a-walc\'h hag e vije gwelloc\'h kaout ul lec\'hienn da vat evit gellet labourat d\'ul live uheloc\'h. E-korf un nebeut mizioù eo bet savet ar raktres-se a-drugarez da dud zo o deus roet amzer e-giz Jislenn Kalvez peotramant o deus roet alioù prizius e-giz web mestr al lec\'hienn yadarbrezhoneg.com. Ul lec\'hienn klok ha digor war un dro Digor eo lec\'hienn nevez Divskouarn : http://divskouarn.free.fr. Diazezet eo al lec\'hienn war daou boent pennañ : dastum titouroù ha skignañ anezho. Kavet vo foromoù da skouer, diwar-benn temoù a denn deus labour 2skouarn. Evel just e oa bet foromoù diwar-benn ar brezhoneg a-raok, e-giz barzh lec\'hienn An Tour Tan pe c\'hoazh Kervarker, met ar wech kentañ eo, a soñj deomp, kaout kaozeadegoù arbennikaet war ar yezh hag ar vugaligoù. Ret eo lar emañ e brezhoneg kenkoulz hag e galleg al lec\'hienn. Un dra all a vez kinniget war lec\'hienn Divskouarn, ar rummad « alioù da reiñ brezhoneg d\'am babig » : kavet vo alioù a bep seurt, respontoù da goulennoù zo, kanaouennoù pe rimadelloù da selaou en linenn gant ar pozioù... Degemeret vo ivez gant al lec\'hienn titouroù hollek diwar-benn ar vugaligoù dre vras : mareoù diorren ar vugale yaouank, pedagogiezhioù implijet el lec\'hioù degemer... Leuniet vo tamm-ha-tamm al lec\'hienn-se ivez gant pennadoù diwar-benn al lec\'hioù degemer a ra gant ar brezhoneg, hag emichañs gant ul listennad anvioù magerezed brezhonegerezed. le la les un de a au des une
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !