Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/15/15430_1.jpg
Perzhidi eus Kembre bro Friz ha Breizh dirak An Oaled
- Communiqué de presse -
Divskouarn etrevroadel 
D'an 2 ha 3 a viz Even ec'h aoze Divskouarn asambles gant ar c'huzul-rannvro, dindan framm rouedad europeat an NPLD, ur c'hendiviz labour etrevroadel diwar-benn an deskadurezh a-raok ar skol. En em vodet o doa Estonianed, Kembreiz, Frizoned, Samied, Finlandiz ha Breizhiz da bleustriñ war tennad kentañ ur raktres bras
Par Gregor Mazo pour Divskouarn le 15/06/09 5:53

D'an 2 ha 3 a viz Even ec'h aoze Divskouarn asambles gant ar c'huzul-rannvro, dindan framm rouedad europeat an NPLD, ur c'hendiviz labour etrevroadel diwar-benn an deskadurezh a-raok ar skol. En em vodet o doa Estonianed, Kembreiz, Frizoned, Samied, Finlandiz ha Breizhiz da bleustriñ war tennad kentañ ur raktres bras.

ROUEDAD AN NPLD

Ezel m'emañ Rannvro Breizh deus rouedad europat an NPLD (Rouedad da Vrudañ al Liesyezhegezh), he doa karget Divskouarn d'ober war dro ur raktres diwar-benn an deskadurezh a-raok ar skol. Dalc'h ar jeu a zo bodañ tud a-vicher o tont deus meur a gumuniezh yezhel en Europa o labourat e-barzh magourioù enno un eil yezh implijet da nebeutañ. Pal al labourioù a zo anezhañ sevel ul levrig hentañ an dud a-vicher bodet ennañ ur roll gant doareoù mat da labourat o tont deus pep lec'h en Europa koulz lâret.

DIZOLOIÑ AR SKOUER BREIZHAT

E kreizenn degemer An Oaled Treglonoù an hini eo eo bet dalc'haet an devezhioù nemet ar mintinvezh kentañ. Degemeret oa bet ar strollad e magouri divyezhek Dorn-ha-Dorn Gouenoù, lec'h m'eo bet displeget d'an dud raktres brezhonek an ti. Politikerezh yezh ar Rannvro a oa bet kinniget dezho gant Yann-Ber Thomin, kuzulier rannvro karget deus yezhoù Breizh, hag hini Kuzul-departamant Penn-ar-Bed ivez gant André Le Gac, kuzulier departamant karget deus ar brezhoneg.

DEVEZHIOÙ LABOUR E TREGLONOÙ

Aozet oa bet al labour dre ginnig skouerioù, eskemmoù etre ar perzhidi, strolladoù labour, a-benn en em gavout gant ul listennad doareoù mat d'ober, hag a vo labouret adarre ha klokaet da-geñver un eil kendiviz a vo dalc'het e Kembre e miz Here. A-benn fin ar raktres e vo embannet un dornlevr bihan ha dasparzhet ha skignet anezhañ e diabarzh ar c'humuniezhoù yezhel.

Voir aussi sur le même sujet :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons