Publier Publier avec l'IA S'accréditer S'abonner à une newsletter Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
- Communiqué de presse -
Divskouarn a ya war-raok e 2008
Ar sadorn 23 a viz C'Hwevrer e oa bet c'hoarvezet daou zegouezh a-bouez evit bed ar brezhoneg hag ar re vihan : emvod meur Divskouarn, ha sinadur ar garta evit diorren ar brezhoneg e lec'hioù degemer ar vugaligoù gant magouri Ti Poupigoù Bear.
Par Gregor Mazo pour Divskouarn le 28/02/08 13:00

Ar sadorn 23 a viz C\'Hwevrer e oa bet c\'hoarvezet daou zegouezh a-bouez evit bed ar brezhoneg hag ar re vihan : emvod meur Divskouarn, ha sinadur ar garta evit diorren ar brezhoneg e lec\'hioù degemer ar vugaligoù gant magouri Ti Poupigoù Bear.


Ur bloavezh fonnus

E Kawan, en Aodoù an Arvor, an hini eo e oa bet divizet er bloaz-mañ staliañ emvod-meur Divskouarn, ar gevredigezh evit diorren ar brezhoneg e bed ar re vihan. Un ugent den bennak a oa en em vodet asambles a-benn ober bilañs ur bloavezh kentañ a labour a vicher evit ar gevredigezh. Ur bloavezh a zo bet merket dreist-holl gant lañsamant karta Divskouarn evit an tiez bugaligoù, hag a zo bet sinet gant 5 framm c\'hoazh. Da venegiñ a zo ivez an taolioù arnod kentañ daved ar magerezed : derou ur renabl, abadennoù buheziñ arbennik kentañ...


Evit mont pelloc\'h ganti

Diazezet ma \' z eo bet er bloaz-mañ, ez eus bremañ gant tud Divskouarn, ur youl da vont pelloc\'h ganti, da skouer en ur vont donoc\'h gant tachennoù e-giz hini ar magerezed hag ar familhoù, an dalc\'h a zo gellet lakaat e pleustr muioc\'h a draoù pleustrek e-giz abadennoù buheziñ, stajoù arbennik, stummadurioù... Tout an traoù-se a vo graet evel just hep disoñjal brasaat rouedad al lec\'hioù degemer lec\'h ez eus brezhoneg, gant benveg Karta Divskouarn. Ar bloavezh 2008 a vo ivez hini rannvroeladur gwir labour Divskouarn, pa vo klasket kaout sinerien e pep korn ar vro, kement a strolladoù labour lec\'hel. Arabat disoñjal kennebeut emañ Divskouarn c\'hoazh gant ur youl kaout atav muioc\'h-muiañ a izili, aze ez eus c\'hoazh un neñneñ da gaout evit an den a vo hanter-kant ezel ar gevredigezh er bloaz-mañ e-giz warlene !


Ur c\'hwec\'hvet ti er jeu !

Un digarez brav eo bet ivez an abadenn-se evit gwelet ur vagouri deus bro Dreger, Ti Poupigoù eus Bear, o sinañ Karta Divskouarn. Dindan paeroniezh Annaig Kervella evit Ofis ar Brezhoneg, eo bet sinet live kentañ Karta Divskouarn gant Marianne Wroblewski, bez-prezidantez, Maïna Guillou, renerez, ha Marie-Hélène Ar Rouz, gopradez ar vagouri. An ti bugaligoù kentañ an hini eo ha n\'eo ket deus Penn ar Bed, pezh a zo sur sin an diorren e Breizh a-bezh evit Divskouarn !

Voir aussi sur le même sujet : divskouarn
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
logo
[ Gwelout pennadoù all Divskouarn]
Vos 0 commentaires
Commenter :

Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 3) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons