

Da geñver distro-skol eo kresket un tammig niver a vugale skoliataet e brezhoneg get ar Gelennadurezh Katolik. 4503 skoliad a zo bremañ e Breizh a-bezh a pa oant 4444 e-keñver distro-skol 2009, 3961 get ar skolioù kentañ derez, 487 get ar skolajoù ha 55 get an daou lise.
Da geñver distro-skol eo kresket un tammig niver a vugale skoliataet e brezhoneg get ar Gelennadurezh Katolik. 4503 skoliad a zo bremañ e Breizh a-bezh a pa oant 4444 e-keñver distro-skol 2009, 3961 get ar skolioù kentañ derez, 487 get ar skolajoù ha 55 get an daou lise. Met siwazh n'eo ket hañval e pep departamant dre ma eo kresket brasoc'h niver ar skolidi e Penn Ar Bed, él ar Gelennadurezh Publik a-du-rall. En tu arall en em gav ar Morbihan get un digresk dre ma koll 77 skoliad. An departamant , an hini eo hag a zo dishañval douzh ar re all peogwir e c'hoarvez ar memes anadenn get ar skolioù publik.
Ema tud e penn ar Gelennadurezh Katolik é sellet pizh douzh an degouezh-se hag an displegadennoù kentañ hag a za àr-wel a zo : an diouer a dud stummet, diaesamantoù get pep distro-skol evit kavout eilourion da vout lakaet e pep klas. Met ar blez kentañ eo ar blez-mañ a-c'houde gwerso eh eus bet lakaet ur skolaer divyezhek e pep klas divyezhek. Met siwazh un nebeut nec'hañsoù a chom evit ar blead-skol da zonet, konjeoù –mann pe konjeoù-mammelezh é tonet n'o deus ha n'o do ket skolaer divyezhek ebet c'hoazh.
Chom a ra an tuta hag ar stummiñ prederioù pennañ ar Gelennadurezh Katolik. Krouiñ master ar c'helenn divyezhek e-kreizig-kreiz Ensavadur Uhel Stummadurioù ar Gelennadurezh Katolik (E.U.S.GE.K Breizh ) e Brest ha liammet get Master “Micherioù ar Gelennadurezh hag an Deskadurezh” bet savet get Skol Veur Gatolik ar C'hornôg a zelehe degas tud stummet er bleadoù da zonet met liammet eo get ar postoù roet get an Deskadurezh –Stad da geñver kenstrivadeg kelennourion ar skolioù. Stummiñ an dud o dehe c'hoant bout skolaer –eiler divyezhek a welo ivez chenchamantoù , get donedigezh Stumdi e Arradon, e-lec'h m' ema staliet dija Skol Veur Gatolik. Moian e vo evit ar re a vehe dedennet heuliiñ pe stummadur kinniget get stumdi pe stummadur Stumdi ha daou viziad ouzhpenn a-benn tapout an DU « Micherioù ha Brezhoneg ».
Neuze eo mobilizet ar Gelennadurezh Katolik get santerioù an tuta hag ar stummiñ. A-benn uhelaat al live yezh ha diorren an hentadoù divyezhek ema an daou santer-se a-bouez-bras. Donet da benn a lako ar Gelennadurezh Katolik da gemer perzh muioc'h e politikerezh rannvroel diorenn ar brezhoneg.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !