© photographe

Meur a skol zo hep skolaer pe gant un diouer a skolaerien en distro-skol-mañ. E-lec’h all ez eus chomet kudennoù e skourr. Pa ouzer : - ez eus bet ur bern skolaerien

Meur a skol zo hep skolaer pe gant un diouer a skolaerien en distro-skol-mañ. E-lec'h all ez eus chomet kudennoù e skourr.

Pa ouzer :

  • ez eus bet ur bern skolaerien bet aet kuit eus Diwan pe skarzhet paneveken ;
  • n'eus ket bet tutaet a-walc'h warlene evit respont d'an ezhommoù ;
  • n'eus ket bet gwelet kalz a vruderezh da duta ha mann ebet er mediaoù ;

e c'houlenn ar SNEIP-CGT gant pep hini ac'hanoc'h skignañ ar galv amañ dindan. Ho pediñ a reomp ivez da vodañ an holl c'hopridi evit adaozañ mont en-dro Diwan er bloaz-mañ, diouzh savboent hag ezhommoù an dud a-vicher.

Galv :

Diwan zo o klask skolaerien-erlec'hierien evit ar bloavezh-skol 2013-2014 e Breizh a-bezh (5 departamant) hag e Pariz.

Bac + 2 – brezhoneg komzet ha skrivet.

Ar SNEIP – CGT a ray e seizh gwellañ evit ma vefe roet kevratoù dereat dezho.

Evit ar SNEIP-CGT,

Bertrand Deléon, CGT Diwan.

CGT-SNEIP

La CGT vous invite à prendre votre place dans l'action et l'activité syndicale, à vous
investir, à vous y épanouir. La CGT ce n'est pas les « autres », qu'ils soient responsables
ou délégués, élus ou mandatés. La vraie force de la CGT, c'est l'action conjuguée et
cohérente de ses 650000 adhérent(e)s pour améliorer la situation de toutes et tous. Tous
les salariés se retrouvent « Ensemble pour Agir ». En savoir plus