Evel bep bloaz e vo digoret skolioù divyezhek nevez en distro-skol. Ar rouedad Diwan a zlefe digeriñ ur skol nevez-flamm e Plogastell-Sant-Jermen er vro-Vigoudenn. Eus tu ar skolioù prevez e

Evel bep bloaz e vo digoret skolioù divyezhek nevez en distro-skol. Ar rouedad Diwan a zlefe digeriñ ur skol nevez-flamm e Plogastell-Sant-Jermen er vro-Vigoudenn. Eus tu ar skolioù prevez e c'hortozer digoridigezh un hentad nevez e Lokournan, e bro-Leon. Gant ar publik eo 4 lec'hiad divyezhek nevez a zlefe digeriñ, e skolioù Plouha (22), Naoned (44), Kemperle ha Poullaouen (29).

Ma vez ho pugel etre 2 ha 5 bloaz, n'eo ket re ziwezhat evit lakaat e anv er skolioù-mañ :

E Diwan :

Skol Diwan, Ker-Heol e Plogastell-Sant-Jermen (diwan.breizh@wanadoo.fr ; pgz : 02.98.21.33.69)

Er publik :

Skol Jacques ha Mona Ozouf, bali Laenneg e Plouha (enskrivadur en ti-kêr : pgz : 02 96 20 21 26)

Skol ar Batignolloù, 45 hent Pariz e Naoned (enskrivadur er skol war-eeun : pgz : 02 40 49 14 84)

Skol Bisson, 2, straed Bisson e Kemperle (enskrivadur en ti-kêr : pgz : 02 98 96 37 37)

Skol Jules Ferry, bali Jeneral de Gaulle e Poullaouen (enskrivadur en ti-kêr : pgz : 02 98 93 50 76)

Er prevez :

Skol Itron-Varia ar Joa, 2 straed ar skolioù e Lokournan (enskrivadur er skol war-eeun : pgz : 02 98 84 33 27)

Evit gouzout hiroc'h : studi.diorren@ofis-bzh.org

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus