photos/27/27121_1.jpg
- Communiqué de presse -
Distro-skol ar c’helenn divyezhek : 14 lec’h nevez
En un emvod-kelaouiñ bet dalc\\'het d'an 29 a viz Eost eo bet kinniget gant Ofis Publik ar Brezhoneg frouezh e labour war diorren ar c'helenn divyezhek. 14 lec'h nevez a
Par Visant Roue pour Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg. (OPLB / OPAB) le 30/08/12 14:37

En un emvod-kelaouiñ bet dalc'het d'an 29 a viz Eost eo bet kinniget gant Ofis Publik ar Brezhoneg frouezh e labour war diorren ar c'helenn divyezhek. 14 lec'h nevez a vo digoret e miz Gwengolo, ar sifr uhelañ abaoe 2000.

Labourat a ra ar framm publik evit frammañ diorren ar c'helenn divyezhek abaoe fin 2010. Gant distro-skol 2012/2013 emañ an Ofis gant e vloavezh leun kentañ enta. Ouzhpenn daougementet e vo an niver a lec'hioù kelenn nevez er bloaz-mañ e-keñver warlene. 14 lec'h kelenn nevez a vo digoret e miz Gwengolo : 7 er publik, 4 er prevez ha 3 skol Diwan. An eil gwezh e istor ar c'helenn publik (abaoe 1982 enta) eo e vefe digoret 7 lec'h nevez. En deskadurezh katolik ne oa ket bet kement a zigoradurioù abaoe 2005 ha ne oa ket bet bet c'hoarvezet da Ziwan digeriñ 3 skol war un dro abaoe 17 vloaz.

Er 5 departamant e vo digoradurioù. E Penn-ar-Bed e vo ar muiañ anezho (7) : Brest, S. Tegoneg, Pluguen, Molan (publik), Konk-Kerne, Lokmaria-Plouzane (prevez), Landivizio (Diwan). Goude en em gav ar Mor-Bihan gant 3 lec'h nevez : Langoned, Plunered (publik), an Alre (prevez). 2 skol nevez a vo gant Diwan el Liger-Atlantel (Pornizh ha Naoned 2). 1 lec'h nevez a vo en Aodoù-an-Arvor (Kallag ; publik) hag 1 ivez en Il-ha-Gwilen (Kastell-Bourc'h ; prevez).

Er bloavezhioù tremenet e veze etre 3 ha 6 lec'h ouzhpenn. Plijet eo an Ofis publik o tiskouez ez eus bet gallet kreñvaat lusk ar c'helenn divyezhek er bloaz-mañ ha daougementiñ an niver a lec'hioù nevez a-drugarez d'ar c'henlabour gant holl oberourien an deskadurezh. Etre 600 ha 800 skoliad ouzhpenn a zlefe bezañ er bloaz-mañ. War-zu ar 15.000 skoliad ez eer.

Document PDF Kartenn ar skolioù nevez : distro-skol 2012. Source :Ofis Publik ar Brezhoneg
Voir aussi sur le même sujet :