Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Distro-skol 2008 : Bilañs kentañ
Kinnig a ra an Ofis kartenn distro-skol ar skolioù divyezhek savet gant an Arsellva. A-raok dastum ha dielfennañ pishoc'h ar sifroù er sizhunioù da zont eo laouen an Ofis o welet
Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44 le 8/09/08 2:41

Kinnig a ra an Ofis kartenn distro-skol ar skolioù divyezhek savet gant an Arsellva.

A-raok dastum ha dielfennañ pishoc'h ar sifroù er sizhunioù da zont eo laouen an Ofis o welet frouezh ar politikerezh digeriñ zo gant Diwan gant 2 skol nevez savet er c'hentañ derez : Lokournan e Penn-ar-Bed ha Magoer en Il-ha-Gwilen. Kenderc'hel a ra Diwan da stankaat e rouedad skolioù e bro-Leon. En Il-ha Gwilen eo digoridigezh skol Magoer ur pezh darvoud ivez. 30 vloaz zo ne oa ket bet digoret ur skol Diwan en departamant (abaoe hini Roazhon). Notomp ivez eo bet daougementet an niver a vugale e skol Diwan Pariz (50 bugel). Derc'hel a ra Diwan gant e lusk en eil derez rak evel ma oa bet kemennet eo bet digoret skolaj Diwan al Liger-Atlantel e Sant-Ervlan. Ne chom mui nemet Il-ha-Gwilen hep skolaj Diwan bremañ. Gant skolioù nevez en departamant e vo aesoc'h digeriñ ur skolaj a-benn un nebeud bloavezhioù ac'hann.

Eus tu ar Publik, 2 lec'h nevez zo bet digoret mod-all (Pleiber-Krist e Bro-Leon ha Ploveren er Mor-Bihan). Dister-mat eo, dreist-holl pa soñjer e vije bet tu da zigeriñ Ploveren warlene dija ha nac'het eo bet digeriñ skol Gwizien en Il-ha-Gwilen a oa prest bloaz zo. N'eus bet digoret skol nevez ebet gant ar skolioù kristen. Gant 4 lec'h nevez nemetken eo ar wezh kentañ abaoe 1996 e tigorer ken nebeut a hentennoù divyezhek.

E-skoaz an dra-se eo 11 skol nevez zo bet digoret en Elzas er bloaz-mañ (war daou zepartamant nemetken). Nec'hus eo gwelet n'eus bet lec'h nevez ebet gant an hentad katolik e hini ebet eus ar 5 departamant. Nec'hus ivez gwelet departamant Aodoù-an-Arvor o chom boud. Ha nec'hus ken-ha-ken stad ar c'helenn brezhoneg e kêr an Oriant, kêr Emvod ar Gelted, m'eo bet serret ar c'hlas divyezhek prevez ha ma nac'her degemer 20 bugel e skol bublik Merville daoust ma ouied mat e vije bet eus ar vugale-se.

Daoust da emdroadurioù ar vonreizh, war an dachenn ne ra an traoù nemet mont war washaat.

Document PDF 12025_2.pdf . Source : Ofis ar Brezhoneg
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 4 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons