Mat-ha-fall eo stad ar c'helenn brezhoneg e Breizh. Daoust ma'z eus bet araokadennoù gwirion, an niver a skolidi ne gresk ket a-walc'h evit bastañ d'an ezhommoù.
Servij Arsellva ar Brezhoneg a zo o paouez embann e zanevell war stad ar c'helenn divyezhek e Breizh evit an distro-skol 2007/2008.
War-raok ez eer, a-dra-sur : mont a ra ar c'helenn divyezhek war-raok er skolioù publik gant ur c'hresk 8,7%, ar pezh a gas an hentad-mañ dirak ar re all. Ar c'hresk er Mor-Bihan a zo tost da hini Penn-ar-Bed abalamour d'an niver a vugale skoliataet e korn-bro Gwened (ouzhpenn 1050 bugel skoliataet e kreiz-kêr hag er c'humunioù tro-dro). E Penn-ar-Bed avat emañ an niver brasañ a skolidi er c'helenn divyezhek (43%) Emañ an traoù o vont war-raok ivez e departamant Aodoù-an-Arvor, goude 10 vloaz hep klas ebet o tigeriñ, dre ma'z eus bet digoret un nebeud lec'hioù kelenn nevez 'zo. Eus un tu all, n'eus tamm ehan ebet gant ar goulenn sokial (meur a skol n'int ket bet digoret el Liger-Atlantel, er Mor-Bihan hag en Il-ha-Gwilen daoust da c'houlennoù ar familhoù, klasoù a zo bet digoret e Gwitreg er skol brevez memestra)
Koulskoude eo re izel kresk an niver a skolidi er c'helenn divyezhek (6%). Ha n'eo ket bet ken izel abaoe ar bloavezhioù 80 zoken. Meur a abeg zo d'an dra-se : 10 diwar an 29 bro a zo e Breizh, n'o deus skol divyezhek ebet er bloaz-mañ. Gouzout a reer mat koulskoude e fell d'ar gerent lakaat o bugale e-barzh skolioù zo tost d'al lec'h m'emaint o chom. El Liger-Atlantel da skouer, n'eus bet digoret lec'h nevez ebet er c'hentañ derez abaoe 1999. Re a skoilhoù melestradurel a vir ouzh ar skolioù hag ar gerent da zigeriñ klasoù nevez, ar pezh a laka rummadoù skolidi da goll un amzer brizius.
E 2004, en e steuñv politikerezh yezh evit Breizh e oa bet lakaet da bal gant Rannvro Breizh, kaout 20.000 bugel skoliataet er c'helenn divyezhek, a-benn 2010. D'an deiz hiziv n'eus nemet 11740 skoliad en hentadoù-se, n'eus forzh pe re e vefent. Ma chomomp gant al lusk-mañ ne vo ket ouzhpenn 14.000 bugel a vo skoliataet en div yezh e 2010. Ret eo kemer divizoù all. Ret eo cheñch bazh d'an daboulin hag evit kas mennad ar C'huzul-rannvro da benn, lakaat palioù resis : pelec'h ha pegen alies digeriñ lec'hiennoù diyvezhek e pep bro. Ret eo ivez brudañ gwelloc'h ar c'helenn divyezhek evit reiñ c'hoant d'ar studierien da vont da gelenn.
E-barzh an teul kevret e vo kavet ganeoc'h meur a gartenn a zispleg emdroadurioù ar c'helenn divyezhek dre hentad ha dre zepartamant etre 1997 ha 2007 ha sifroù an diorren evit ar prantad 2007-2010.