Setu ar stal vravigoù kentañ eus ar bloavezh skol ! Un digarez a-feson eo honnezh evit sevel ur prof an Nedeleg hoc'h-unan, hag e brezhoneg ouzhpenn-se ! Claire a vo laouen

Setu ar stal vravigoù kentañ eus ar bloavezh skol !

Un digarez a-feson eo honnezh evit sevel ur prof an Nedeleg hoc'h-unan, hag e brezhoneg ouzhpenn-se ! Claire a vo laouen ouzh hoc'h aliañ hag o kelenn doare pe zoare da fardañ bravigoù chik ha cheuc'h!

Gallout a reot ivez degas ho pravigoù torret, evit ma vo klasket renkañ anezho.

D'ar Sadorn 7 a viz Kerzu e vo ar stal, etre 2e30 ha 4e30. Er greizenn Yezhoù ha Sevenadur e vo (13 straed ar Breolimer e Sant-Ervlan).

E brezhoneg e vo kaset ar stal. Digor eo d'an holl izili, deraouidi pe brezhonegerien ampart!

Tu zo deoc'h da lakaat hoc'h anv adalek hiziv betek ar Yaou 5 a viz Kerzu. Diwallit : 12 den a vo degemeret d'ar muiañ (enskrivadur ret). Koustañ a raio tro-dro 20¤.

Kit e darempred ganeomp evit kaout muioc'h a ditouroù hag evit lakaat hoc'h anv : 02.40.20.39.74, kenteliouannoz@gmail.com, breton-nantes.org

Kentelioù an Noz

« Kentelioù an Noz » ou cours du soir. Cette association Loi 1901 propose des cours du soir de breton pour les adultes de Loire-Atlantique depuis 1985. Les cours sont dispensés par des professeurs formés à l'enseignement pour adultes. Kentelioù an Noz organise également des activités culturelles et de loisirs afin de promouvoir la langue bretonne et la culture celtique en général en Loire-Atlantique.